Salmoù 94 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 94 1 Doue ar veñjañsoù, AOTROU, Doue ar veñjañsoù, laka da splannder da lugerniñ! 2 Sav, barner an douar, ro o gopr d'ar re lorc'hus! 3 Betek pegoulz ar re zrouk, o AOTROU, betek pegoulz e trec'ho ar re zrouk? 4 Betek pegoulz e stlabezo an holl vicherourien a zireizhder komzoù fall, hag en em veulint? 5 AOTROU, flastrañ a reont da bobl, hag e waskont da hêrezh. 6 Lazhañ a reont intañvez ha diavaeziad, hag e lakaont ar vinored d'ar marv. 7 Hag e lavaront: An AOTROU ne wel ket, Doue Jakob ne daol ket evezh. 8 Diwallit, c'hwi ar re ziskiantañ eus ar bobl! Tud diboell, pegoulz ho po skiant? 9 An hini a blant ar skouarn, ha ne glevo ket? An hini a stumm al lagad, ha ne welo ket? 10 An hini a gastiz ar broadoù, ha ne skoio ket, eñ hag a zesk an anaoudegezh d'an dud? 11 An AOTROU a oar n'eo nemet moged soñjoù an den. 12 Eürus eo an den a gastizez, o AOTROU, an hini a zeskez dre da lezenn, 13 evit e lakaat er goudor en deizioù fall, ken na vo kleuziet ar poull evit an hini drouk. 14 Rak an AOTROU ne lezo ket e bobl, ha ne zilezo ket e hêrezh. 15 Rak ar varnedigezh a vo hervez ar reizhder, hag an holl re a zo eeun a galon hec'h heulio. 16 Piv a savo evidon a-enep an dud fall? Piv a vo ganin a-enep ar vicherourien a zireizhder? 17 Ma ne vije ket bet an AOTROU va sikour, buan e vije aet va ene e lec'h ar sioulded. 18 Pa em eus lavaret: Risklet en deus va zroad, da vadelezh, o AOTROU, he deus va harpet. 19 Pa em boa kalz a soñjoù em diabarzh, da frealz en deus laouenaet va ene. 20 Ha bez' e vefes sikourer tron ar fallentez, a ra direizhderioù a-enep al lezenn? 21 En em zastum a reont a-enep ene an den reizh, hag e kondaonont ar gwad didamall. 22 Met an AOTROU eo va repu uhel, va Doue eo roc'h va bodenn. 23 Lakaat a raio da gouezhañ warno o direizhder, o distrujañ a raio dre o fallagriezh o-unan. An AOTROU hon Doue o distrujo. |