Salmoù 93 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 93 1 An AOTROU a ren, gwisket eo a veurded. An AOTROU a zo gwisket a nerzh, gourizet eo. Evel-se emañ start ar bed ha ne vrañsell ket. 2 Da dron a zo startaet abaoe an amzerioù kozh, emaout a bep amzer. 3 Ar stêrioù o deus savet, o AOTROU, ar stêrioù o deus savet o mouezh, ar stêrioù o deus savet o c'hoummoù trouzus. 4 An AOTROU a zo galloudus el lec'hioù uhel, muioc'h eget mouezh an doureier bras, eget tarzhioù galloudus ar mor. 5 Da destenioù a zo ar started hec'h-unan. Ar santelezh a gaera da di, o AOTROU, evit hedad an amzerioù. |