Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 92 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 92

1 Salm; kanaouenn evit deiz ar sabad.

2 Mat eo meuliñ an AOTROU, ha kanañ da'z anv, o Uhel-Meurbet,

3 disklêriañ er mintin da vadelezh, ha da fealded e-pad an noz,

4 war al lourenn a zek kordenn ha war al lud, e son kendonioù an delenn,

5 rak levenez am eus bet dirak da oberennoù, o AOTROU, hag e laouenain eus labourioù da zaouarn.

6 Pegen bras eo da oberennoù, o AOTROU! Da soñjoù a zo don-meurbet!

7 An den diskiant n'anavez netra enno, hag an hini diboell ne gompren ket

8 penaos e kresk ar re zrouk evel ar geot, hag e vleugn an holl vicherourien a zireizhder, evit bezañ distrujet da viken.

9 Met te, AOTROU, te a zo savet da viken.

10 Rak setu, da enebourien, o AOTROU, rak setu, da enebourien a ya da goll. An holl re a ra an droug a vo stlabezet.

11 Met te am laka da sevel va fenn evel ur bual. Olevet on gant un eoul nevez.

12 Va daoulagad en em blij o sellout, ha va divskouarn o klevout an dud fall-se a sav em enep.

13 An den reizh a gresko evel ar wezenn-balmez, sevel a raio evel sedrezenn al Liban.

14 Plantet e ti an AOTROU, e vleugnint e leurioù hon Doue.

15 Dougen a raint c'hoazh frouezh er gozhni wenn, bez' e vint nerzhus ha glas,

16 evit disklêriañ ez eo reizh an AOTROU. Va roc'h eo, ha n'eus ket a zireizhder ennañ.

Lean sinn:



Sanasan