Salmoù 91 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 91 1 An hini a zo o chom e repu kuzhet an Uhel-Meurbet, a ziskuizh e skeud an Holl-C'halloudeg. 2 Me a lavar d'an AOTROU: Va repu ha va c'hreñvlec'h! Va Doue, ennout emañ va fiziañs! 3 Eñ a saveteo ac'hanout eus roued al labousetaer, hag eus ar vosenn noazus. 4 Golo a raio ac'hanout gant e bluñv, hag ez po ur repu dindan e zivaskell. E wirionez a vo da skoed hag da hobregon. 5 Ne'z po ket aon rak spouronoù an noz, na rak ar bir a nij en deiz, 6 na rak ar vosenn a gerzh en deñvalijenn, na rak an distruj a sko da greisteiz. 7 Ra gouezho mil en da gostez, ha dek mil a-zehou dit, ne dostaio ket ouzhit. 8 Sellout a ri hepken gant da zaoulagad, hag e weli kastiz ar re zrouk. 9 Rak te eo va repu, o AOTROU! Eus an Uhel-Meurbet ec'h eus graet da vod. 10 Poan ebet ne dapo ac'hanout, gouli ebet ne dostaio ouzh da deltenn. 11 Rak gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit en da holl hentoù, 12 dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen. 13 Kerzhout a ri war al leon ha war an naer-wiber, mac'hañ a ri al leonig hag an aerouant. 14 Pa gar ac'hanon meurbet, eme an AOTROU, e tieubin anezhañ. Me en lakaio e surentez, dre ma'z anavez va anv. 15 Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ. 16 E leuniañ a rin a zeizioù hir, hag e tiskouezin dezhañ va dieubidigezh. |