Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 90 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 90

1 Pedenn Moizez, den Doue. Aotrou, bet out deomp ur repu, a oad da oad.

2 A-raok d'ar menezioù bezañ ganet, ha d'an douar ha d'ar bed bezañ krouet, a-viskoazh ha da viken ez out-te Doue.

3 Ober a rez d'an den distreiñ d'ar boultrenn, hag e lavarez: Mibien an dud, distroit!

4 Rak mil bloaz dirak da zaoulagad a zo evel an devezh dec'h pa'z eo tremenet, hag evel ur veilhadenn en noz.

5 O c'has a rez evel un huñvre, diouzh ar mintin emaint evel ur c'heotenn a dremen,

6 bleuniañ a ra d'ar mintin hag e weñv, d'abardaez e vez troc'het hag e sec'h.

7 Rak kuzumet omp gant da gounnar, ha spouronet gant da fulor.

8 Lakaet ec'h eus hon direizhder dirazout, hag hor pec'hedoù kuzhet dirak sklêrijenn da zremm.

9 Hon holl zeizioù a ya kuit dre da gounnar, peurechuiñ a reomp hor bloavezhioù evel un huanad.

10 Deizioù hor bloavezhioù a zeu da zek vloaz ha tri-ugent, hag evit ar re greñvañ da bevar-ugent vloaz. Hag ar c'haerañ eus an deizioù-se n'eo nemet poan ha trubuilh, rak tremen a ra buan hag ez eomp kuit.

11 Piv a anavez nerzh da gounnar ha da vuanegezh, hervez an doujañs a zo dleet dit?

12 Kelenn deomp kontañ niver hon deizioù, evit ma c'hellimp kaout ur galon fur.

13 Distro, AOTROU! Betek pegoulz? Bez truezus ouzh da servijerien!

14 Adalek ar mintin ro deomp hor gwalc'h eus da vadelezh, evit ma laouenaimp ha ma vimp leun a levenez a-hed hon deizioù.

15 Laouena ac'hanomp evit an deizioù ma ec'h eus hor glac'haret, hag ar bloavezhioù ma hon eus bet poanioù.

16 Ra vo diskouezet da oberenn da'z servijerien, ha da c'hloar war da vibien!

17 Ra vo madelezh an AOTROU hon Doue warnomp! Starta oberenn hon daouarn, ya, starta oberenn hon daouarn.

Lean sinn:



Sanasan