Salmoù 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 9 1 D'ar mestr-kaner; salm David; war "Mutlabben". 2 Meuliñ a rin an AOTROU eus kreiz va c'halon, lavarout a rin da holl vurzhudoù, 3 tridal ha laouenaat a rin ennout, hag e kanin da anv, o Doue uhel-meurbet! 4 Peogwir o deus kilet va enebourien en a-dreñv, e kouezhint hag e varvint dirak da zremm. 5 Rak roet ec'h eus din va gwir, va c'haoz ac'h eus difennet, azezet out war da dron, te barner reizh. 6 Kastizet ec'h eus ar broadoù, distrujet ec'h eus an hini drouk, o anv ac'h eus diverket dalc'hmat ha da viken. 7 Da enebourien? Un diskar ez int deuet da vezañ! Distrujet ec'h eus o c'hêrioù, rasket eo o eñvor. 8 An AOTROU a ren da viken. Kempenn a ra e dron a-benn ar varnedigezh. 9 Barn a raio ar bed gant reizhder, barn a raio ar pobloù gant eeunder. 10 An AOTROU a zo ur repu evit an hini gwasket, ur repu en amzer an estrenvan. 11 Ar re a anavez da anv a fizio ennout, rak ne zilezez ket ar re a glask ac'hanout, o AOTROU! 12 Kanit d'an AOTROU a zo o chom e Sion, disklêriit e oberoù bras e-touez ar pobloù, 13 rak veñjiñ a ra ar gwad skuilhet, soñj en deus anezhañ, n'ankounac'ha ket kriadenn ar re c'hlac'haret. 14 Az pez truez ouzhin, o AOTROU! Gwel ar glac'har o deus graet din va enebourien, te hag a laka ac'hanon da adpignat eus dorioù ar marv, 15 evit ma embannin da holl veuleudioù ouzh dorioù merc'h Sion, ha ma laouenain ez silvidigezh. 16 Ar broadoù a zo kouezhet er poull o doa graet, o zroad a zo bet tapet er roued o doa kuzhet. 17 An AOTROU a zo en em roet da anavezout, graet en deus ar varnedigezh, an hini drouk a zo en em ereet e labour e zaouarn. Seniñ-binvioù. Ehan 18 Ar re zrouk a gilo betek lec'h ar marv, hag an holl vroadoù a ankounac'ha Doue. 19 Rak ar paour ne vo ket ankounac'haet evit atav, ha gortoz ar re c'hlac'haret ne vo ket kollet da viken. 20 Sav, AOTROU! Ra ne startaio ket an den, ra vo ar broadoù barnet dirak da zremm. 21 Skuilh warno ar spont, o AOTROU! Ra ouezo ar pobloù n'int nemet tud! Ehan |