Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 89 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 89

1 "Maskil" Etan an Ezrakiad.

2 Kanañ a rin da viken madelezhioù an AOTROU. Va genoù a embanno da fealded a oad da oad.

3 Rak lavaret em eus: Da vadelezh a bado da viken, lakaet ec'h eus da fealded en neñvoù.

4 Graet em eus un emglev gant an hini am eus dibabet. Graet em eus ul le da Zavid va servijer, o lavarout:

5 Startaat a rin da lignez da viken, hag e tiazezin da dron evit an holl oadoù.  Ehan

6 An neñvoù, o AOTROU, a veul da vurzhudoù, ha da fealded e bodadeg ar sent.

7 Rak piv a zo heñvel ouzh an AOTROU el lec'hioù neñvel? Piv a zo heñvel ouzh an AOTROU e-touez mibien an doueed?

8 Doue a zo spouronus e bodadeg ar sent, spontusoc'h eget an holl re a zo en-dro dezhañ.

9 AOTROU, Doue an armeoù, piv a zo galloudus eveldout o AOTROU? Da fealded a zo en-dro dit.

10 Ren a rez war lorc'h ar mor, pa sav e goummoù, te o sioula.

11 Diskaret ec'h eus Rahab evel skoet d'ar marv, gant da vrec'h galloudus ec'h eus stlabezet da enebourien.

12 Dit eo an neñvoù, dit ivez eo an douar. Diazezet ec'h eus ar bed ha kement a zo ennañ.

13 Krouet ec'h eus an hanternoz hag ar c'hreisteiz. An Tabor hag an Hermon a laosk kriadennoù a levenez da'z anv.

14 Galloudus eo da vrec'h, kreñv eo da zorn, savet uhel eo da du dehou.

15 Ar reizhder hag an eeunder a zo diazez da dron, an drugarez hag ar wirionez a gerzh dirak da zremm.

16 Eürus ar bobl a anavez ar c'hriadennoù a levenez! AOTROU, kerzhout a reont e sklêrijenn da zremm.

17 Laouenaat a reont ez anv bemdez, hag e kavont gloar en da reizhder.

18 Rak te eo o gloar hag o nerzh, dre da vadelezh eo savet hor c'horn.

19 An AOTROU eo hor skoed, Sant Israel eo hor roue.

20 Komzet ez poa gwechall da'z karet-mat en ur weledigezh, o lavarout: Roet em eus sikour d'un den kadarn, savet em eus a-douez ar bobl un den nerzhus,

21 kavet em eus David va servijer, olevet em eus anezhañ gant va eoul santel,

22 va dorn a vo dalc'hmat gantañ, ha va brec'h en kreñvaio.

23 An enebour ne c'hello ket e soupren, an den fall n'en gwasko ket,

24 bruzunañ a rin dirazañ e enebourien, skeiñ a rin ar re a gasa anezhañ.

25 Va fealded ha va madelezh a vo gantañ, e nerzh a savo dre va anv,

26 lakaat a rin e zorn war ar mor, hag e du dehou war ar stêrioù.

27 Va gervel a raio, o lavarout: Te eo va Zad, va Doue, ha roc'h va silvidigezh!

28 Evel-se e rin anezhañ ar c’hentañ-ganet, pennroue rouaned an douar.

29 Mirout a rin dezhañ va madelezh da viken, ha va emglev a zo asuret dezhañ.

30 Me a rento e lignez peurbadus, hag e dron evel deizioù an neñvoù.

31 Mar dilez e vibien va lezenn, ha ma ne gerzhont ket hervez va urzhiadurioù,

32 mar torront va reolennoù, ha ma ne viront ket va gourc'hemennoù,

33 e kastizin o disentidigezh gant ar wialenn, hag o direizhder dre c'houlioù.

34 Met ne lamin ket va madelezh digantañ, ha ne vankin ket da'm fealded.

35 Ne dorrin ket va emglev, ha ne cheñchin ket ar pezh a zo deuet eus va muzelloù.

36 Touet em eus ur wech dre va santelezh, ne lavarin gaou ebet da Zavid.

37 E lignez a bado da viken, hag e dron ken pell evel an heol dirazon.

38 Evel al loar e pado da viken. Feal eo an test a zo en neñvoù.

39 Met ec'h eus distaolet ha disprizet, kounnaret out bet a-enep da Olevad.

40 Taolet ec'h eus kuit emglev da servijer, e gurunenn ec'h eus diskaret d'an douar ha disakret.

41 Torret ec'h eus e holl glouedoù, dismantret ec'h eus e gastelloù-kreñv.

42 An holl re a dremen war an hent a ziwisk anezhañ, un dismegañs eo d'e amezeien.

43 Savet ec'h eus du dehou e enebourien, laouenaet ec'h eus e holl eneberien.

44 Lakaet ec'h eus troc'h e gleze da blegañ, ne'c'h eus ket e skoazellet er brezel.

45 Lakaet ec'h eus e sked da baouez, e dron ec'h eus taolet d'an douar.

46 Berraet ec'h eus deizioù e yaouankiz, hag e c'holoet ec'h eus a vezh.  Ehan

47 Betek pegoulz, AOTROU, e kuzhi hep paouez? Hag e flammo da gounnar evel un tan?

48 Az pez soñj pegen berr eo va amzer, hag evit pebezh distervez ec'h eus krouet mibien an dud.

49 Piv eo an den a c'hello bevañ hep gwelout ar marv? Piv a saveteo e ene eus dorn lec'h ar marv?  Ehan

50 Aotrou, pelec'h emañ da vadelezhioù kentañ, ar re az poa touet da Zavid war da fealded?

51 Az pez soñj, Aotrou, eus dismegañs da servijerien, penaos e tougan em bruched an dismegañs graet dre an holl bobloù bras-se.

52 Da enebourien o deus dismegañset, AOTROU, da enebourien o deus dismegañset kammedoù da Olevad.

53 Benniget ra vo an AOTROU da viken! Amen, ya, amen!

Lean sinn:



Sanasan