Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 88 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 88

1 D'ar mestr-kaner; kanaouenn; salm mibien Kora; war ar "Mahalad"; "Maskil" Heman an Ezrakiad.

2 AOTROU, Doue va dieubidigezh, deiz ha noz e krian dirazout.

3 Ra yelo va fedenn dirazout, ro da skouarn da'm c'hriadennoù.

4 Rak va ene a zo leuniet a boanioù, ha va buhez a dosta ouzh lec'h ar marv.

5 Kontet on e-touez ar re a ziskenn er poull. Me a zo evel un den hep nerzh,

6 astennet e-touez ar re varv, evel ar re skoet d'ar marv, a zo gourvezet er bez, ar re na'c'h eus ken soñj anezho, hag a zo rannet eus da zorn.

7 Va lakaet ec'h eus er poull izelañ, el lec'hioù teñval, en donderioù.

8 Da fulor a bouez warnon, ha da holl goummoù a vec'hi ac'hanon.  Ehan

9 Pellaet ec'h eus diouzhin ar re a anavezan, va lakaet ec'h eus da vezañ evito un dra euzhus, serret on ha ne c'hellan mont kuit.

10 Va daoulagad a guzum dre ar glac'har, da c'hervel a ran bemdez, AOTROU! Astenn a ran va daouarn war-zu ennout.

11 Hag e ri ur burzhud bennak evit ar re varv? Hag e savo ar re dremenet evit da veuliñ?  Ehan

12 Hag e vo disklêriet da vadelezh er bez, ha da fealded en donder?

13 Hag e vo anavezet da vurzhudoù en deñvalijenn, ha da reizhder e douar an ankounac'h?

14 AOTROU, war-zu ennout e krian, va fedenn a ya dirazout adalek ar mintin.

15 AOTROU, perak e tistaolez kuit va ene? Perak e kuzhez da zremm diouzhin?

16 Me a zo glac'haret hag evel o vervel em yaouankiz. Bec'hiet on gant da spontoù, kollet on.

17 Da fulorioù o deus tremenet warnon, da spontoù am lazh.

18 Emaint tro-dro din evel doureier bemdez, va gronnañ a reont holl asambles.

19 Pellaet ec'h eus diouzhin mignoned ha kenvreudeur, an hini a anavezan eo an deñvalijenn.

Lean sinn:



Sanasan