Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 87 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 87

1 Salm; kanaouenn mibien Kora. Diazezet eo war ar menezioù santel.

2 An AOTROU a gar dorioù Sion, muioc’h eget holl chomlec’hioù Jakob.

3 Traoù glorius a zo disklêriet warnout, o kêr Doue!  Ehan

4 Envel a ran Rahab ha Babel e-touez ar re a anavez ac’hanon. Setu aze bro ar Filistined ha Tir, gant Etiopia: e Sion int bet ganet.

5 Ha diwar-benn Sion e vo lavaret: Hemañ hag hennezh a zo bet ganet enni, hag an Uhel-Meurbet he nerzho.

6 O niveriñ ar pobloù, an AOTROU a skrivo: Aze eo int bet ganet.  Ehan

7 Hag ar re a gan evel ar re a zañs a lavar: Va holl mammennoù a zo ennout.

Lean sinn:



Sanasan