Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 86 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 86

1 Pedenn David. AOTROU, ro da skouarn, va selaou, rak glac'haret ha truezus on.

2 Diwall va ene, rak ez on eus ar re a gar ac'hanout. O te va Doue, savete da servijer a fiz ennout!

3 Az pez truez ouzhin, AOTROU, rak e krian dit a-hed an deiz.

4 Laouena ene da servijer, rak sevel a ran va ene dit, Aotrou.

5 Rak, Aotrou, te a zo mat hag hegarat, leun a vadelezh evit an holl re a c'halv ac'hanout.

6 Selaou va fedenn, o AOTROU, ha taol evezh ouzh va mouezh o pediñ!

7 Da c'hervel a ran en deiz va estrenvan, rak va selaou a rez.

8 Aotrou, nikun e-touez an doueoù n'eo eveldout, ha n'eus ket a oberennoù evel da re.

9 An holl vroadoù ac'h eus graet a zeuio da stouiñ dirazout, Aotrou, hag a roio gloar da'z anv,

10 dre ma'z out bras hag e rez traoù burzhudus. Te a zo Doue, te hepken.

11 AOTROU, kelenn din da hent, kerzhout a rin ez kwirionez. Doug va c'halon da zoujañ da anv.

12 Da veuliñ a rin eus kreiz va c'halon, AOTROU va Doue, hag e roin gloar da'z anv da viken,

13 rak da vadelezh a zo bras em c'heñver, hag ec'h eus tennet va buhez eus lec'h don ar marv.

14 O Doue, tud lorc'hus a sav a-enep din, un engroez a dud rok a glask va buhez, n'o deus ket ac'hanout dirak o daoulagad.

15 Met te, Aotrou, a zo un Doue truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded.

16 Distro war-zu ennon hag az pez truez ouzhin, ro nerzh da'z servijer, dieub mab da servijerez.

17 Ro din ur sin eus da vadelezh, ra vo gwelet gant ar re a gasa ac'hanon ha ma vint mezhek, rak te, AOTROU, az po va sikouret ha va dic'hlac'haret.

Lean sinn:



Sanasan