Salmoù 85 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 85 1 D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora. 2 AOTROU, trugarezus out bet e-keñver da zouar, degaset ec'h eus en-dro Jakob eus ar sklavelezh, 3 pardonet ec'h eus direizhder da bobl, goloet ec'h eus o holl bec'hedoù. Ehan 4 Lamet ec'h eus kuit da holl fulor, distroet out eus tan da gounnar. 5 Hon adsav, o Doue hor silvidigezh, laka da erez da baouez a-enep deomp! 6 Hag e vi fuloret da viken a-enep deomp? Ha lakaat a ri da gounnar da badout a oad da oad? 7 Ha ne zistroi ket da adreiñ deomp ar vuhez, evit ma laouenaio da bobl ennout? 8 Diskouez deomp da vadelezh, o AOTROU, ha ro deomp da zieubidigezh! 9 Me a selaouo ar pezh a lavar Doue, an AOTROU, rak komz a raio eus peoc'h d'e bobl ha d'e re garet-mat, evit na zistroint ken d'ar follentez. 10 Ya, e silvidigezh a zo tost d'ar re a zouj anezhañ, evit ma vo ar gloar o chom en hon douar. 11 Ar vadelezh hag ar wirionez a zo en em gavet an eil gant eben, ar reizhder hag ar peoc'h o deus en em boket. 12 Ar wirionez a ziwano eus an douar, hag ar reizhder a sello diouzh an neñvoù. 13 An AOTROU ivez a roio e vadoù, hag an douar a roio e frouezh. 14 Ar reizhder a gerzho dirazañ, hag eñ a lakaio anezhi en holl lec'hioù ma tremeno. |