Salmoù 84 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 84 1 D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora; war "Gittid". 2 AOTROU an armeoù, pegen karantezus eo da dabernakloù! 3 Va ene a hirvoud, kuzumiñ zoken a ra, da leurioù an AOTROU, va c'halon ha va c'hig a gri etrezek an Doue bev. 4 Ar golvan zoken en deus kavet un ti, hag ar wennili he neizh ma laka he re vihan ennañ. Da aoterioù, o AOTROU an armeoù, va roue ha va Doue! 5 Eürus ar re a zo o chom ez ti, hag a veul ac'hanout dalc'hmat! Ehan 6 Eürus an den a zo e nerzh ennout, ar re a gar hentoù da di. 7 O tremen dre draonienn an Daeroù, e reont diouti ur vammenn dour bev, ha glav an diskar-amzer he golo a vadoù. 8 Mont a reont a nerzh da nerzh, evit en em ziskouez dirak Doue e Sion. 9 AOTROU, Doue an armeoù, selaou va fedenn! Doue Jakob, ro da skouarn! 10 O Doue hor skoed, gwel ha sell ouzh dremm da Olevad! 11 Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk, 12 rak an AOTROU Doue a zo un heol hag ur skoed, an AOTROU a ro gras ha gloar, ne zinac'h mad ebet d'ar re a gerzh en eeunded. 13 AOTROU an armeoù, eürus eo an den a fiz ennout! |