Salmoù 83 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 83 1 Kanaouenn; salm Azaf. 2 O Doue, na chom ket sioul! Na vez ket bouzar ha na chom ket en diskuizh, o Doue! 3 Rak setu, da enebourien a gemmesk, ar re a gasa ac'hanout o deus savet o fenn. 4 Ober a reont a-enep da bobl iriennoù fall, hag e kuzuliont a-enep ar re a ziwallez. 5 Deuit, emezo, lakaomp anezho da vont da get a-douez ar pobloù, ha ra ne vo komzet ken eus anv Israel. 6 Rak kuzuliet o deus eus un hevelep kalon, graet o deus un emglev a-enep dit, 7 teltennoù Edom hag an Ismaeliz, Moab hag an Hagareniz, 8 Gebal, Ammon hag Amalek, ar Filistined gant tud Tir. 9 Ashur ivez en em unan ganto, prestañ a reont o divrec’h da vibien Lot. Ehan 10 Gra dezho evel da Vadian, evel da Sisera, evel da Jabin e froud Kison, 11 a voe distrujet en En-Dor, hag a servijas da deil d'an douar. 12 Laka o friñsed da vezañ heñvel ouzh Oreb ha Zeeb, hag o holl rouaned ouzh Zebak ha Zalmuna. 13 Rak e lavaront: Tapomp evidomp chomlec'hioù Doue! 14 Va Doue, laka anezho heñvel ouzh an avel-dro, ouzh ar soul douget gant an avel, 15 ouzh an tan a lonk ar c'hoadeg, ouzh ar flamm a zev ar menezioù. 16 Evel-se red war o lerc'h gant da varr-amzer, spouron int gant da gorventenn, 17 leugn o dremmoù a vezh, ha ma klaskint da anv, o AOTROU! 18 Ra vint mezhus, ra vint spontet da viken, ra vint rentet pinous ha ma'z aint da get! 19 Ra ouezint ez eo te hepken a zo anvet an AOTROU, te eo mestr an douar holl. |