Salmoù 82 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 82 1 Salm Azaf. Doue en em zalc’h e bodadeg Doue. Barn a ra e-kreiz an doueoù. 2 Betek pegoulz e viot barnerien disleal, hag e reot van ouzh diavaez ar re zrouk? 3 Roit e wir d’an hini dinerzh ha d’an emzivad, roit e reizhr d’an ezhommeg ha d’ar paour. 4 Dieubit an ezhommeg hag an tavanteg, saveteit anezho eus daouarn ar re zrouk. 5 N’anavezont ha ne glevont netra, kerzhout a reont en deñvalijenn, holl ziazezoù ar bed a zo brañsellet. 6 Lavaret em eus: C’hwi a zo doueed, mibien an Uhel-Meurbet oc’h c’hwi holl! 7 Koulskoude e varvot evel tud, hag e kouezhot evel unan eus ar briñsed. 8 Sav, o Doue, barn an douar! Rak an holl vroadoù az po da hêrezh. |