Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 81 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 81

1 D'ar mestr-kaner; salm Azaf; war "Gittid".

2 Kanit gant levenez da Zoue, hon nerzh! Laoskit kriadennoù a joausted da Zoue Jakob!

3 Kanit ar ganaouenn, lakait da zasseniñ an daboulinig, an delenn dudius hag al lourenn!

4 Sonit gant ar shofar evit al loar nevez, evit al loargann, evit deiz hor gouel!

5 Rak ul lezenn eo evit Israel, un urzh a-berzh Doue Jakob.

6 Ober a reas a gement-se ur reolenn evit Jozef, pa yeas er-maez a-enep bro Ejipt. Eno e klevis ur yezh n’anavezen ket.

7 Divec’hiet em eus diouzh ar bec’h e skoaz, e zaouarn o deus laosket ar baner.

8 Kriet ec’h eus en estrenvan hag em eus da zieubet. Respontet em eus dit, da guzhet er c’hurun, da amprouet en doureier Meriba.  Ehan

9 Selaou, va fobl, ha da aliañ a rin, o Israel, ma selaoufes ouzhin!

10 Ra ne vo ket a zoueoù estren ez ti. Ra ne stoui ket dirak doueoù ar broadoù.

11 Me eo an AOTROU da Zoue, am eus da lakaet da bignat eus bro Ejipt. Digor da c’henoù hag e leuniañ a rin.

12 Met va fobl n’he deus ket selaouet ouzh va mouezh, Israel n’eo ket fellet dezhañ sentiñ ouzhin.

13 Hag em eus o lezet e kaleter o c’halon, da gerzhout hervez o c’huzulioù.

14 O! Mar plijfe da’m fobl selaou ac’hanon, ma kerzfe Israel em hentoù,

15 en un taol e lakafen o enebourien da blegañ, e trofen va dorn a-enep o enebourien.

16 Ar re a gasa an AOTROU o defe pleget dezhañ, hag amzer Israel a badfe da viken.

17 Doue en defe o maget gant mel ar gwinizh. Da leuniet em befe eus mel ar roc’h.

Lean sinn:



Sanasan