Salmoù 80 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 80 1 D'ar mestr-kaner; salm Azaf; war "Shoshanim-Edud". 2 Mêsaer Israel, ro da skouarn. Te hag a ren Jozef evel un tropell, te hag a azez etre ar Cherubined, laka da splannder da lugerniñ. 3 Dirak Efraim, Benjamin ha Manase, dihun da c'halloud, deus d'hon saveteiñ. 4 O Doue, adsav ac'hanomp! Laka da zremm da lugerniñ, hag e vimp salvet. 5 AOTROU, Doue an armeoù, betek pegoulz e vogedo da gounnar a-enep pedenn da bobl? 6 Ober a rez dezho debriñ ur bara a zaeroù, hag evañ daeroù dreist muzul. 7 Ober a rez ac'hanomp un abeg a enebiezh d'hon amezeien, hag hon enebourien a ra goap ouzhimp etrezo. 8 Doue an armeoù, adsav ac'hanomp! Ra da'z tremm lugerniñ hag e vimp salvet! 9 Tennet ec'h eus ur winienn eus an Ejipt, kaset ec'h eus kuit broadoù hag ec'h eus he flantet, 10 aozet ec'h eus al lec'h dirazi, gwrizioù he deus graet ha leuniet an douar. 11 Ar menezioù en em c'holoe eus he skeud, ha gwez-sedrez Doue eus he skourroù. 12 Astenn a rae he brankoù betek ar mor, hag he broustennoù betek ar stêr. 13 Perak ec'h eus torret he c'hleuzioù, en doare ma'z eo skrapet gant an holl re a dremen, 14 ma'z eo distrujet gant moc'h-gouez ar goadeg, peuret gant loened ar parkeier? 15 Doue an armeoù, deus en-dro! Sell eus an neñvoù, gwel hag evesha ouzh ar winienn-mañ. 16 Diwall ar pezh en deus da du dehou plantet, hag ar mab ac'h eus dibabet. 17 Devet eo ha troc'het eo. Mervel a reont dirak fulor da zremm. 18 Ra vo da zorn war den da du dehou, war mab an den ac'h eus dibabet, 19 ha ne zistroimp ken diouzhit. Ro deomp ar vuhez, hag ec'h aspedimp da anv. 20 AOTROU, Doue an armeoù, adsav ac'hanomp! Laka da zremm da lugerniñ hag e vimp salvet! |