Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 8

1 D'ar mestr-kaner; salm David; war "Gittid".

2 AOTROU, hon Aotrou! Pegen kaer eo da anv war an douar holl! Lakaet ec'h eus da veurdez dreist an neñvoù.

3 Eus genoù ar vugale vihan hag ar magadelled ec'h eus tennet da veuleudi, en abeg da'z enebourien hag evit kas d'ar sioulded an enebour hag an hini disentus.

4 Pa sellan ouzh da neñvoù, oberenn da vizied, al loar hag ar stered ac'h eus krouet:

5 Petra eo an den ma ec'h eus soñj anezhañ? Ha mab an den ma taolez evezh outañ?

6 E c'hraet ec'h eus un tamm izeloc'h eget an aeled, e gurunet ec'h eus a c'hloar hag a enor,

7 roet ec'h eus dezhañ mestroniezh war oberoù da zaouarn, lakaet ec'h eus pep tra dindan e dreid,

8 an deñved hag an ejened holl asambles, ha zoken anevaled ar parkeier,

9 laboused an neñvoù ha pesked ar mor, kement a ya dre hentoù ar morioù.

10 AOTROU, hon Aotrou! Pegen kaer eo da anv war an douar holl!

Lean sinn:



Sanasan