Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 79 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 79

1 Salm Azaf. O Doue, ar broadoù a zo aet en da hêrezh! Disakret o deus da dempl santel, lakaet o deus Jeruzalem en dismantroù.

2 Roet o deus korfoù da servijerien da zebriñ da laboused an neñvoù, ha kig da re garet-mat da loened an douar.

3 Skuilhet o deus o gwad evel dour en-dro da Jeruzalem, hep ma voe den d'o beziañ.

4 Bet omp en dismegañs d'hon amezeien, ur goapaerezh hag ur c'hoariell d'ar re a zo en-dro deomp.

5 Betek pegoulz, o AOTROU, e vi fuloret hep distag, hag e vo da warizi flammet evel un tan?

6 Skuilh da fulor war ar broadoù n'anavezont ket ac'hanout, war ar rouantelezh n'aspedont ket da anv.

7 Rak lonket eo bet Jakob, glac'haret eo bet e chomlec'h.

8 Na'z pez ket soñj eus hon direizhder tremenet, ra hasto da druez dont d'hor c'havout, rak deuet omp gwall ezhommek.

9 Sikour ac'hanomp, o Doue hor silvidigezh, evit gloar da anv! Dieub ac'hanomp, pardon deomp hor pec'hedoù dre garantez da anv!

10 Perak e lavarfe ar broadoù: Pelec'h emañ o Doue? Ra en em ziskouezo dirak hon daoulagad, e-touez ar broadoù, veñjañs gwad da servijerien a zo bet skuilhet!

11 Ra zeuio garm ar sklaved betek ennout! Mir, hervez braster da nerzh, ar re a zo barnet d'ar marv!

12 Ro d'hon amezeien seizh gwech muioc'h en o bruched, an dismegañs o deus graet dit, Aotrou!

13 Met ni, da bobl, an tropell a renez, ni az meulo da viken. A oad da oad ec'h adlavarimp da veuleudi.

Lean sinn:



Sanasan