Salmoù 78 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 78 1 "Maskil" Azaf. Selaou va lezenn, o va fobl! Prest skouarn da c'herioù va genoù. 2 Digeriñ a rin va genoù evit disklêriañ barabolennoù. Embann a rin traoù kuzhet an amzerioù kozh, 3 hon eus klevet hag anavezet, hag o deus hon tadoù lavaret deomp. 4 Ne guzhimp ket anezho ouzh o mibien, disklêriañ a raimp d'ar rummad da zont meuleudioù an AOTROU, hag e nerzh hag ar burzhudoù en deus graet. 5 Diazezet en deus un testeni e Jakob. Lakaet en deus ul lezenn en Israel, a urzhias d'hon tadoù kelenn d'o mibien, 6 evit ma vo anavezet gant ar rummad war-lerc'h, ar vibien da zont, hag en ur greskiñ ma he lavarint d'o mibien, 7 ma lakaint o fiziañs e Doue, ma n'ankounac'haint ket oberennoù Doue, ma virint e c'hourc'hemennoù, 8 ha ma ne vint ket, evel o zadoù, ur rummad diroll ha disent, ur rummad na oa ket tuet mat o galon ha na oa ket feal da Zoue o spered. 9 Mibien Efraim, armet hag o tennañ gant ar gwareg, o deus troet o c'hein en deiz an emgann. 10 N'o deus ket miret emglev Doue, ha n'eo ket bet fellet dezho kerzhout hervez e lezenn. 11 Ankounac'haet o deus e oberennoù, e vurzhudoù en doa diskouezet dezho. 12 Ober a reas traoù burzhudus dirak o zadoù e bro Ejipt, e parkeier Zoan. 13 Faoutañ a reas ar mor hag o lakaas da dremen. Derc'hel a reas an doureier evel en ur bern. 14 Ren a reas anezho e-pad an deiz dre ar goabrenn, hag e-pad an noz dre sklêrijenn an tan. 15 Faoutañ a reas ar reier er gouelec'h, hag e roas dezho da evañ dour e-leizh. 16 Eus ar maen e lakaas gwazhioù da strinkañ, ha doureier da ziverañ evel stêrioù. 17 Met kenderc'hel a reont da bec'hiñ a-enep dezhañ, o sevel a-enep an Uhel-Meubet er gouelec'h. 18 Temptañ a rejont Doue en o c'halon, o c'houlenn boued hervez o c'hoantegezh. 19 Komz a rejont a-enep Doue hag e lavarjont: Doue, hag e c'hellfe sevel un daol er gouelec'h? 20 Setu, skoet en deus gant ar roc'h ha doureier o deus redet, gwazhioù a zo en em skuilhet. Daoust hag e c'hello reiñ bara ha kempenn kig d'e bobl? 21 An AOTROU en klevas hag a gounnaras. Un tan en em enaouas a-enep Jakob, e gounnar a savas a-enep Israel, 22 rak n'o doa ket kredet e Doue ha n'o doa ket bet fiziañs en e silvidigezh. 23 Neuze ec'h urzhias da goabrennoù an nec'h, hag e tigoras dorioù an neñvoù. 24 Lakaat a reas ar mann da c'hlavañ warno evit boued, hag e roas dezho ar gwinizh eus an neñv. 25 Pep hini a zebras bara ar c'halloudeien, hag e roas dezho o gwalc'h a vevañs. 26 Lakaat a reas da sevel avel ar sav-heol en neñvoù, hag e tegasas dre e nerzh avel ar c'hreisteiz. 27 Lakaat a reas da c'hlavañ warno kig evel poultr, hag evned askellek evel traezh ar morioù. 28 Lakaat a reas anezho da gouezhañ e-kreiz ar c'hamp, tro-dro d'o zeltennoù. 29 Debriñ a rejont hag o doe o gwalc'h. Reiñ a reas dezho ar pezh a c'hoantaent. 30 N'o doa ket kollet ar c'hoant anezho. Ar meuzioù a oa c'hoazh en o genoù, 31 ma savas kounnar Doue a-enep dezho, ma lazhas o zud nerzhus, ha ma tiskaras re zibabet Israel. 32 Koulskoude e pec'hjont c'hoazh, ha ne gredjont ket d'e vurzhudoù. 33 Dre ur c'hwezhadenn e teuzas o deizioù, dre ur spont buan o bloavezhioù. 34 Pa lazhe anezho, e c'halvent anezhañ, en em lakaent da glask Doue. 35 Soñj o doa e oa Doue o roc'hell, an Doue Uhel-Meurbet o dasprener. 36 Met e raent van gant o genoù, ha gant o zeod e lavarent gevier dezhañ. 37 O c'halon ne oa ket eeun en e geñver, ne oant ket feal d'e emglev. 38 Met eñ, trugarezus, a bardone o zorfed ha n'o distruje ket. Alies e tistroe diouzh e gounnar ha ne zihune ket e holl fulor. 39 Soñj en doa ne oant nemet kig, un avel a dremen ha na zistro ken. 40 Pet gwech ez int bet disentus outañ er gouelec'h, hag o deus glac'haret anezhañ en distro! 41 Adarre en em lakajont da demptañ Doue, da atahinañ Sant Israel. 42 N'o doe ken soñj eus e zorn, eus an deiz m'en doa o dieubet eus ar gwasker, 43 pa ziskouezas e vurzhudoù en Ejipt, hag e virakloù e parkeier Zoan, 44 pa droas o stêrioù e gwad, ha n'evjont ken eus an doureier, 45 pa gasas a-enep dezho kelien d'o debriñ, ha raned d'o ampoezoniñ, 46 pa roas o eost d'ar preñved, hag o labour d'ar c'hilheien-raden, 47 pa lazhas o gwini gant ar grizilh, hag o gwez-sikomor gant ar rev, 48 pa roas o loened d'ar grizilh, hag o zropelloù d'an tan-kurun, 49 pa gasas a-enep dezho tan e gounnar, an erez, ar fulor, an anken, o tichadennañ ur bagad kannaded a walleur. 50 Reiñ a reas lec'h d'e gounnar, ne viras ket o ene eus ar marv, reiñ a reas o buhez d'ar vosenn. 51 Skeiñ a reas en Ejipt an holl re gentañ-ganet, frouezh kentañ an nerzh e teltennoù Cham. 52 Lakaat a reas e bobl da vont kuit evel deñved, hag o renas dre ar gouelec'h evel un tropell. 53 O c'has a reas e surentez ha dispont, hag ar mor a c'holoas o enebourien. 54 O degas a reas betek e harzoù santel, d'ar menez en deus gounezet e du dehoù. 55 Kas a reas pobladoù kuit a-raok dezho hag o roas dezho da hêrezh, hag e lakaas meuriadoù Israel da chom en o zeltennoù. 56 Met temptañ ha daeañ a rejont an Doue Uhel-Meurbet, ha ne virjont ket e destenioù. 57 Mont a rejont a-dreñv hag e voent disent evel o zadoù. Treiñ a rejont evel ur gwareg touellus. 58 E hegasiñ a rejont gant o uhellec'hioù, hag ec'h atizjont e warizi gant o idoloù. 59 Doue a glevas hag a vuanekaas. Heug en doe ouzh Israel. 60 Dilezel a reas tabernakl Silo, an deltenn en doa savet e-touez an dud. 61 Hag e roas e c'hloar d'ar sklavelezh, hag e veurded e daouarn an enebour. 62 Hag e roas e bobl d'ar c'hleze, hag e vuanekaas a-enep e hêrezh. 63 An tan a lonkas e dud yaouank, e werc'hezed ne voent ket roet da zimeziñ, 64 e aberzhourien a gouezhas dindan ar c'hleze, e intañvezed ne oueljont ket. 65 Neuze an AOTROU a zihunas evel un den a gouske, evel ur brezelour o leuskel kriadennoù gant ar gwin. 66 Kas a reas e enebourien kuit, en ur vec'hiañ anezho a zismegañs peurbadus. 67 Met disteurel a reas teltenn Jozef, ha ne zibabas ket meuriad Efraim. 68 Dibab a reas meuriad Juda, Menez Sion a gare, 69 hag e savas e santual evel al lec'hioù uhel-meurbet, evel an douar en deus diazezet da viken. 70 Dibab a reas David e servijer, en deus tennet eus ar c'hlozioù deñved, 71 hag en deus kerc'het a-gichen ar re a laeshae, evit peuriñ Jakob e bobl hag Israel e hêrezh. 72 Neuze David o mesaas hervez eeunder e galon, hag o renas gant furnez e zaouarn. |