Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 77 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 77

1 D'ar mestr-kaner; hervez "Jedutun"; salm Azaf.

2 Va mouezh a sav da Zoue hag e krian. Va mouezh a sav da Zoue hag e selaouo ac'hanon.

3 En deiz va estrenvan, em eus klasket an Aotrou. E-pad an noz, va dorn a oa astennet etrezek ennañ ha ne skuizhe ket. Va ene ne felle ket dezhañ bezañ frealzet.

4 Soñj em boa eus Doue hag e huanaden. Prederiañ a raen ha va spered a oa dinerzh.  Ehan

5 Dalc'het ez poa va daoulagad digor er beilhadennoù. Trubuilhet e oan ha ne c'hellen ket komz.

6 Soñjal a raen en deizioù a wechall, e bloavezhioù an amzer dremenet.

7 Soñj am boa eus va hesoniezh noz, prederiañ a raen em c'halon, ha va spered a eveshae.

8 An AOTROU, ha teurel a raio kuit da viken? Ha ne vo ken madelezhus?

9 E vadelezh, ha paouezet he deus da viken? E c'her, hag echu eo betek an holl oadoù?

10 Doue, hag ankounac'haet en deus kaout trugarez? Ha bez' en deus en e gounnar serret e drugarez?

11 Lavaret em eus: Setu aze ar pezh a ra va foan: tu dehou an Uhel-Meurbet a zo kemmet.

12 Soñj am bo eus oberennoù an AOTROU, oc'h eñvoriñ da vurzhudoù a wechall.

13 Prederiañ a rin war da holl oberennoù, hag ec'h eveshain ouzh da oberoù bras.

14 O Doue, da hentoù a zo santel! Pehini eo an doue all a zo bras evel Doue?

15 Te eo an Doue a ra burzhudoù. Roet ec'h eus da anavezout da nerzh e-touez ar pobloù.

16 Gant da vrec'h ec'h eus dasprenet da bobl, mibien Jakob ha Jozef.  Ehan

17 An doureier a welas ac'hanout, o Doue! An doureier a welas ac'hanout, krenañ a rejont. An donderioù zoken a spontas.

18 Ar c'hoabr en em skuilhas en doureier, ar c'houmoul a gurunas, da viroù ivez a nijas a bep tu.

19 Da gurunoù a grozas er gorventenn, al luc'hed a skedas war ar bed, an douar a spontas hag a grenas.

20 Graet ec'h eus da hent er mor, da wenodennoù en doureier bras, ha da roudoù n'int ket bet anavezet.

21 Renet ec'h eus da bobl evel un tropell, dre zorn Moizez hag Aaron.

Lean sinn:



Sanasan