Salmoù 76 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 76 1 D'ar mestr-kaner; salm Azaf; kanaouenn gant binvioù-kerdin. 2 Doue a zo anavezet e Juda, e anv a zo bras en Israel. 3 E Salem emañ e deltenn, e Sion emañ e chomlec'h. 4 Eno eo en deus torret foeltr ar wareg, ar skoed, ar c'hleze hag an emgann. Ehan 5 Te a zo lugernus ha leun a splannder, muioc'h eget menezioù al laeron. 6 Diwisket int bet, an dud a galon greñv, bez' e oant o kousket, hag an holl dud nerzhus-se n'o deus ken kavet o daouarn. 7 Da'z kourdrouz, Doue Jakob, kirri ha kezeg a zo bet skoet a vorgousk. 8 Te a zo burzhudus, piv a c'hell padout dirazout adalek ma en em ziskouez da gounnar? 9 Pa embannez da varnedigezh eus an neñvoù, an douar a zo spouronet hag en em zalc'h sioul, 10 pa savez, o Doue, evit barn, evit dieubiñ holl ezhommeien an douar. Ehan 11 A-dra-sur, fulor an den a dro da'z meuleudi, pa wiskez da gounnar. 12 Grit gouestloù hag o sevenit d'an AOTROU ho Toue. Ra zegaso an holl re a zo en-dro dezhañ profoù d'an Hini burzhudus. 13 Diskar a ra lorc'hentez ar briñsed, spouronus eo evit rouaned an douar. |