Salmoù 75 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 75 1 D'ar mestr-kaner; war "Al-Tashed"; salm; kanaouenn Azaf. 2 Ni az meulo, o Doue, ni az meulo, da anv a zo tost deomp. Disklêriañ a reer da vurzhudoù. 3 En amzer merket ganin, e varnin gant eeunder. 4 Emañ an douar hag e holl annezidi o krenañ, me am eus startaet e beulioù. Ehan 5 Lavaret em eus d'ar re lorc'hus: Na fougeit ket! Ha d'ar re zrouk: Na savit ket ho korn! 6 Na savit ket ho korn d'an nec'h! Na reudit ket ho kouzoug evit komz gant rogoni! 7 Rak n'eo ket eus ar sav-heol, nag eus ar c'huzh-heol, nag eus ar gouelec'h e teu ar savidigezh, 8 met Doue eo a varn. Izelaat a ra an eil hag e sav egile. 9 Rak emañ e dorn an AOTROU un hanaf ma verv ennañ ar gwin. Leun eo a win mesket, hag e skuilh dioutañ. A-dra-sur holl re zrouk an douar a evo ar ouelezenn anezhañ. 10 Ha me a zisklêrio an traoù-se da viken. Me a gano da Zoue Jakob. 11 Terriñ a rin holl nerzhoù ar re zrouk, met nerzhoù an den reizh a vo savet. |