Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 74 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 74

1 "Maskil" Azaf. Perak, o Doue, ec'h eus hon distaolet da viken, perak e tivoged da gounnar a-enep tropell da beurvan?

2 Az pez soñj eus da vodadenn ac'h eus prenet gwechall, ac'h eus dasprenet evit bezañ meuriad da hêrezh. Az pez soñj eus Menez Sion e-lec'h ma ec'h eus graet da chomlec'h.

3 Kas da gammedoù etrezek an dismantroù peurbadus-se: an enebour en deus distrujet holl er santual.

4 Da enebourien o deus yudet e-kreiz da leurioù, lakaet o deus evit arouez o arouezioù.

5 En em ziskouez a reont evel tud o sevel bouc'hili e tevder ur c'hoadeg.

6 Ha dija e trailhont an holl skultadurioù, gant bouc'hili ha morzholioù.

7 Entanet o deus da santual, taolet d'an douar ha disakret o deus chomlec'h da anv.

8 Lavaret o deus en o c'halon: Distrujomp holl! Devet o deus dre ar vro holl lec'hioù-emgav Doue.

9 Ne welomp ken hon arouezioù, n'eus ken a brofed, na den ganeomp hag a oufe betek pegoulz...

10 betek pegoulz, o Doue, e tismegañso ar gwasker, hag e tisprizo hep paouez an enebour da anv?

11 Perak e tennez da zorn ha da du dehou? Tenn eñ eus da vruched, ha distruj!

12 Met Doue eo va Roue a bep amzer, eñ a ober dieubidigezhioù e-kreiz an douar.

13 Te eo a faoutas ar mor dre da c'halloud, hag a zrailhas pennoù an erevent war an doureier.

14 Te eo a frikas pennoù al Leviatan, hag en roas da voued da bobl ar gouelec'h.

15 Te eo a lakaas mammennoù ha gwazhioù da strinkañ, hag a zisec'has stêrioù dihesk.

16 Dit-te eo an deiz, dit-te ivez eo an noz. Te eo a grouas ar sklêrijenn hag an heol.

17 Te eo en deus lakaet holl harzoù an douar. An hañv hag ar goañv, te eo en deus o graet.

18 Az pez soñj penaos an enebour a zismegañs, o AOTROU, ha penaos ur bobl diskiant a zispriz da anv!

19 Na lez ket gant al loened buhez da durzhunell, n'ankouaez ket da viken tropell da ezhommeien.

20 Sell ouzh da emglev, rak lec'hioù teñval an douar a zo leun eus toulloù a daerder.

21 Ra ne zistro ket an ezhommeg mezhek, ra veulo ar reuzeudig hag ar paour da anv!

22 Sav, o Doue, difenn da gaoz! Az pez soñj eus an dismegañs a zo graet bemdez gant an den diskiant.

23 N'ankounac'ha ket kriadennoù da enebourien, an trouz bepred o kreskiñ eus ar re a sav en da enep.

Lean sinn:



Sanasan