Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 73 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 73

1 Salm Azaf. Ya, Doue a zo mat evit Israel, evit ar re a zo glan o c'halon.

2 Evidon, war-bouez nebeud en deus manket va zroad, ha war-bouez nebeud o deus strebotet va c'hammedoù,

3 rak on bet avius ouzh ar re ziskiant, o welout berzh ar re zrouk.

4 N'int ket ereet betek o marv, o nerzh a zo en e leunder.

5 Pa vez ar re varvus en poan, int ne vezont ket. N'int ket tizhet gant an dud.

6 Setu perak al lorc'h a ra an dro dezho evel ur gelc'henn, hag an taerder o golo evel ur gwiskamant.

7 O daoulagad a zo c'hwezet gant al lard. Gwelout a reer c'hoantoù o c'halon.

8 Goapaerien int hag e komzont gant drougiezh eus gwaskerezh. Komz a reont gant rogentez.

9 Kas a reont o genoù betek an neñv, hag o zeod a red an douar.

10 Neuze e bobl a zistro daveto, pa o deus da evañ dour c'hrerv gant fonnusted,

11 hag e lavaront: Penaos e oufe Doue? Ha penaos en defe anaoudegezh an Uhel-Meurbet?

12 Setu, ar re-se a zo drouk, hag atav eürus, e tastumont pinvidigezhioù.

13 A-dra-sur en aner eo em eus naetaet va c'halon, hag em eus gwalc'het va daouarn en dinammded,

14 rak skoet on bemdez, va c'hastiz a zistro bep mintin.

15 Ma em bije lavaret: Me a gomzo evelto, setu e vijen disleal da ouenn da vibien.

16 Neuze em eus prederiet evit kompren an traoù-se. Me am eus kavet din diaes kement-se,

17 betek ma'z on aet e santual Doue, ha ma em eus taolet evezh ouzh diwezh an dud-se.

18 Rak o lakaez e lec'hioù risklus, hag e rez dezho kouezhañ e poulloù.

19 Setu, distrujet int a-daol-trumm, lamet ha kuzumet dre un termen buan.

20 Evel un huñvre pa zihuner, evel-se, AOTROU, pa zihunez e lakaez en dispriz o skeudenn aner.

21 Pa c'hlac'hare evel-se va c'halon, pa en em drubuilhen va-unan,

22 neuze e oan diboell hag hep anaoudegezh, bez' e oan dirazout evel loened.

23 Met me a vo dalc'hmat ganit, va c'hemeret ec'h eus dre va dorn dehou,

24 va ren a ri dre da guzul, ha neuze em degemeri er gloar.

25 Piv all am eus en neñv nemedout? Ne gavan plijadur nemet ennout war an douar.

26 Va c'hig ha va c'halon a zo dinerzh, met Doue eo roc'h va c'halon ha va lod da viken.

27 Rak setu, ar re a bella diouzhit a varvo. Lemel a ri kuit an holl re a zistroio diouzhit.

28 Met evidon, tostaat ouzh Doue eo va mad. Lakaet em eus va repu en Aotrou, an AOTROU, evit disklêriañ da holl oberennoù.

Lean sinn:



Sanasan