Salmoù 72 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 72 1 Eus Salomon. O Doue, ro da varnedigezhioù d'ar roue, ha da reizhder da vab ar roue! 2 Ra varno da bobl gant reizhder ha da ezhommeien gant eeunder. 3 Ar menezioù hag an torgennoù a roio ar berzh d'ar bobl, dre an ober eus da reizhder. 4 Reiñ a raio o gwir d'an ezhommeien eus ar bobl, saveteiñ a raio bugale ar paour, hag e flastro ar gwasker. 5 Da zoujañ a reor e-keit ha ma pado an heol hag al loar, a oad da oad. 6 Bez' e vo evel ur glav o kouezhañ war an azfoenn, evel ur glav fin o tourañ an douar. 7 En e zeizioù e vleunio an den reizh, hag e vo ur fonnusted a beoc'h, betek ma ne vo ken al loar. 8 Ren a raio eus ur mor d'egile, hag adalek ar stêr betek pennoù an douar. 9 Tud ar gouelec'h a blego dirazañ, e enebourien a lipo ar poultr. 10 Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù. 11 An holl rouaned a stouo dirazañ, an holl bobloù a servijo anezhañ. 12 Rak dieubiñ a raio ar paour o c'harmiñ hag an ezhommeg hep sikour. 13 Truez en devo ouzh an hini gwalleürus hag ouzh ar paour, saveteiñ a raio eneoù ar beorien. 14 Dasprenañ a raio o ene eus ar waskerezh hag eus an taerder, hag o gwad a vo prizius dirak e zaoulagad. 15 Bevañ a raio hag e vo roet dezhañ aour Seba. Hep paouez e pedor evitañ ha bemdez e vo benniget. 16 Ar gwinizh a fonno er vro, war lein a menezioù. E frouezh a drouzo evel al Liban. Ar bobl a vleunio er c'hêrioù evel geot an douar. 17 E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù. 18 Benniget ra vo an AOTROU Doue, Doue Israel, an hini hepken a ra traoù burzhudus. 19 Benniget ra vo da viken e anv glorius, ra vo an douar holl leuniet gant e c'hloar! Amen! Amen! 20 Echu eo pedennoù David, mab Jese. |