Salmoù 71 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 71 1 AOTROU en em dennet on da'z kavout, ra ne vin ket mezhek, biken! 2 Va dieub dre da reizhder ha va laka da dec'hout! Stou da skouarn war-zu ennon ha va savete! 3 Bez evidon ur roc'h a vodenn, e-lec’h ma c'hellin atav en em denn. Urzhiet ec'h eus ma vefen salvet, rak te eo va roc'h ha va c'hreñvlec'h. 4 Va Doue, va dieub eus dorn an den fall, eus dorn an den drouk hag ar gwasker. 5 Rak te eo va esperañs, Aotrou AOTROU, va fiziañs adalek va yaouankiz. 6 En em harpet on warnout adalek va ganedigezh. Te eo an hini am zennas eus kof va mamm, te eo va meuleudi e pep amzer. 7 Bet on evel ur burzhud dirak daoulagad kalz, met te eo va bodenn greñv. 8 Ra vo va genoù leuniet eus da veuleudi ha da c'hloar bemdez! 9 Na'm zaol ket kuit en amzer ar gozhni, pa'z a va nerzh kuit, na'm dilez ket, 10 rak va enebourien a gomz ac'hanon, ar re a spi va ene en em guzuilh asambles, 11 o lavarout: Doue en deus e zilezet, redit war e lerc'h ha tapit anezhañ, rak n'eus den d'e zieubiñ. 12 O Doue, na bella ket diouzhin! Va Doue, hast dont da'm sikour! 13 Ra vo enebourien va ene goloet a zismegañs hag a vezh. Ra vo mezhek ar re a fell dezho va c'holl, ha ra varvint. 14 Met me a espero atav, hag e veulin ac'hanout muioc'h-muiañ. 15 Va genoù a embanno bemdez da reizhder ha da zieubidigezhioù, rak n'anavezan ket an niver anezho. 16 Mont a rin en ur veuliñ da oberennoù bras Aotrou AOTROU. Brudañ a rin da reizhder hepken. 17 O Doue! Va c'helennet ec'h eus adalek va yaouankiz, ha betek vremañ em eus embannet da vurzhudoù. 18 Zoken betek ar gozhni, betek ar gozhni wenn, o Doue, na'm dilez ket, ken na'm bo embannet nerzh da vrec'h d'ar rummad-mañ, da c'halloud d'an holl re a vo ganet, 19 ha da reizhder savet uhel, o Doue! Ober a rez traoù bras, o Doue, piv a zo heñvel ouzhit? 20 Va lakaet ec'h eus da welout meur a estrenvan ha meur a boan, hag e tistroez da reiñ ar vuhez din, ha va lakaez da bignat er-maez eus donderioù an douar. 21 Kreskiñ a ri va braster, hag e frealzi ac'hanon adarre. 22 Hag e veulin ac'hanout war ar lud evit da fealded, o va Doue! Kanañ a rin evidout war an delenn, o Sant Israel! 23 Va muzelloù ha va ene ac'h eus dasprenet a gano gant levenez pa veulin ac'hanout. 24 Va zeod ivez a adlavaro da reizhder bemdez, rak ar re a glask va gwalleur a vo mezhek hag a ruzio. |