Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 70 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 70

1 D'ar mestr-kaner; salm David; da vezañ un eñvor.

2 O Doue, hast va dieubiñ! AOTROU, deus buan da'm sikour!

3 Ra vo mezhek ha ra ruzio ar re a glask diskar va buhez. Ra ez aio war-dreñv ha ra vo mesket ar re a fell dezho va c'holl!

4 Ra ez aio war-dreñv en abeg d'o mezh, ar re a lavar: A! A!

5 Ra drido ha ra laouenaio ennout an holl re a glask ac'hanout. Ra lavaro hep paouez ar re a gar da zieubidigezh: Kanmeulet ra vo Doue!

6 Me a zo glac'haret hag ezhommek. O Doue, hast dont da'm c'havout! Te eo va sikourer ha va dieuber, AOTROU, na zale ket!

Lean sinn:



Sanasan