Salmoù 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 7 1 Gwerz David, a ganas d'an AOTROU diwar-benn Kush ar Benjaminad. 2 AOTROU va Doue, war-zu ennout en em dennan. Va savete eus an holl re a heskin ac'hanon ha va dieub, 3 gant aon na'm diframmfent evel ul leon, ha na'm bruzunfent hep na vefe den da'm dieubiñ. 4 AOTROU va Doue, ma em eus graet-se, ma ez eus direizhder em daouarn, 5 ma em eus rentet an droug d'an hini a oa e peoc'h ganin, ma em eus diwisket an hini am gwaske hep abeg, 6 ra redo an enebour war-lerc'h va ene ha ra'm zapo, ra daolo d'an douar va buhez, ra c'hourvezo va gloar er poultr. Ehan 7 Sav, AOTROU, en da gounnar! Sav a-enep fulor va enebourien, dihun, deus da'm c'havout, evit ar varnedigezh ac'h eus urzhiet. 8 Ra vo en-dro dit bodadeg ar pobloù; adpign a-us dezho war-zu al lec'hioù uhel-meurbet. 9 An AOTROU a varn ar pobloù. Va barn, AOTROU, hervez va reizhder hag hervez an eeunder a zo ennon. 10 Laka da baouez drougiezh ar re fall, ro nerzh d'an hini reizh, o Doue reizh a furch ar c'halonoù hag al lounezhi! 11 Doue a zo va skoed! Eñ eo an hini a savete ar re eeun a galon. 12 Doue a zo ur barner reizh, hag un Doue a ya droug ennañ e pep amzer. 13 Ma n'en em zistro ket an hini drouk, e lemm e gleze; stegnet en deus e wareg hag e piz ganti, 14 kempenn a ra a-enep dezhañ armoù marvus, hag e fich biroù devus. 15 Setu, emañ an hini drouk o labourat evit genel an direizhder, koñsevet en deus tabut, degaset en deus nemet ar gaou, 16 toullet en deus ur poull don, met e kouezho er poull en deus graet. 17 E zroug a zistroio war e benn, e daerder a adkouezho war e dal. 18 Meuliñ a rin an AOTROU en abeg d'e reizhder, kanañ a rin anv an AOTROU, an Uhel-Meurbet. |