Salmoù 68 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 68 1 Salm; kanaouenn David; d'ar mestr-kaner. 2 Ra savo Doue hag e enebourien a vo stlabezet, ar re a gasa anezhañ a dec'ho kuit a-zirazañ. 3 O stlabezañ a ri evel ma en em stlabez ar moged, evel ma teuz koar en tan. Evel-se ez aio da get ar re fall dirak Doue. 4 Met ar re reizh a laouenaio, trec'hiñ a raint dirak Doue, hag e tridint gant levenez. 5 Kanit da Zoue, meulit e anv, kempennit hent an hini a zeu er plaenennoù! An AOTROU eo e anv, laouenait dirazañ! 6 Tad ar vinored ha difenner an intañvezed, Doue eo en e chomlec'h santel. 7 Doue a ro un tiegezh d'ar re a oa o-unan, dieubiñ a ra ar re zalc'het hag o laka er frankiz, met ar re zisent a zo o chom el lec'hioù sec'h. 8 O Doue, pa'z out aet a-raok da bobl, pa ec'h eus kerzhet er gouelec'h, Ehan 9 an douar a grenas, an neñvoù zoken a zeuas da vezañ dour dirak Doue, ar Sinai zoken a grenas dirak Doue, Doue Israel. 10 Skuilhet ec'h eus ur glav madoberus, o Doue, rentet ec'h eus nerzh da'z hêrezh skuizhet. 11 Da dropell a voe o chom war an douar-se, kempennet gant da vadelezh, o Doue, evit ar re c'hlac'haret. 12 An Aotrou a ro da glevout e c'her, kannadezed ar c'heloù mat a zo un armead vras. 13 Rouaned an armeoù a dec'h. Tec'hout a reont, hag an hini a chom er gêr a ra lodennoù gant an diwisk. 14 C'hwi hag a chom gourvezet e-kreiz ar parkeier, e tegemerit eskell arc'hantek ar goulm hag he fluñv melen-aour. 15 Pa stlabezas an Holl-C'halloudeg ar rouaned, an douar a zeuas da vezañ gwenn evel erc'h ar Salmon. 16 Menez Doue, menez Basan, menez gant leinoù niverus, menez Basan, 17 perak e savit, menezioù gant leinoù niverus, a-enep ar menez en deus dibabet Doue evit e chomlec'h? An AOTROU a vo o chom eno da viken. 18 Kirri Doue a zo niveret dre ugent mil, dre vilieroù azdoublet. Emañ an AOTROU en o c'hreiz, ar Sinai a zo er santual. 19 Pignet out d'an nec'h, kaset ec'h eus dalc'het an dalc'herezh, degemeret ec'h eus donezonoù evit an dud, ya zoken evit ar re zisent, ma vo o chom an AOTROU Doue en o zouez. 20 Benniget ra vo an AOTROU, eñ hag a leugn ac'hanomp bemdez! Pa hor bec'hier, Doue eo hon dieubidigezh. Ehan 21 Doue a zo evidomp an Doue a zieubidigezh. An AOTROU hon Doue eo a denn eus ar marv. 22 A-dra-sur Doue a vruzuno penn e enebourien, klopenn blevek eus hini a gerzh en e dorfedoù. 23 An Aotrou en deus lavaret: O degas a rin eus Basan, o degas a rin eus donderioù ar mor, 24 evit ma soubi da droad er gwad ha m'en devo teod da chas e lodenn eus an enebourien. 25 Gwelet eo bet da gerzh, o Doue, kerzh va Doue, va Roue, er santual. 26 Ar ganerien a yae a-raok, war o lerc'h an delennourien, e-kreiz ar merc'hed yaouank o skeiñ war an taboulinig. 27 Bennigit Doue er bodadennoù, bennigit an Aotrou, c'hwi eus mammenn Israel! 28 Eno emañ Benjamin, ar bihanañ hag ar rener, priñsed Juda hag o engroez, priñsed Zabulon, priñsed Neftali. 29 Da Zoue en deus gourc'hemennet ma vi galloudek. Starta, o Doue, ar pezh ac'h eus graet evidomp! 30 E-barzh da dempl e Jeruzalem, ar rouaned a zegaso profoù dit. 31 Gourdrouz loen ar raoskl, tolpad an tirvi gant leueoù ar pobloù, ar re a zo gwisket a laonennoù arc'hant. Stlabezañ a ra ar pobloù en em blij er brezelioù. 32 Ar re vras a zeuio eus an Ejipt. Kush a hasto astenn he daouarn etrezek Doue. 33 Rouantelezhioù an douar, kanit da Zoue! Salmit d'an Aotrou, Ehan 34 d'an Hini a ya war-raok douget war neñvoù an neñvoù, an neñvoù peurbadus! Setu ma sav e vouezh, e vouezh galloudus. 35 Roit an nerzh da Zoue! E veurded a zo war Israel hag e nerzh er c'hoabrennoù. 36 Eus da santualioù, o Doue, en em ziskouezez burzhudus. Eñ eo, Doue Israel, a ro nerzh ha galloud d'ar bobl. Benniget ra vo Doue! |