Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 67 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 67

1 D'ar mestr-kaner; salm; kanaouenn; gant binvioù-kerdin.

2 Ra en devo Doue truez ouzhimp ha ma hor bennigo, ra lakaio e zremm da lugerniñ warnomp,  Ehan

3 evit ma vo anavezet da hent war an douar, ha da silvidigezh e-touez an holl vroadoù.

4 Ar pobloù az meulo, o Doue! An holl bobloù a veulo ac'hanout.

5 Ar broadoù a laouenaio hag a gano gant levenez, rak barn a ri ar pobloù gant eeunder, hag e reni ar broadoù war an douar.

6 Ar pobloù az meulo, o Doue! An holl bobloù a veulo ac'hanout.

7 An douar en deus roet e frouezh, Doue, hon Doue, a vennigo ac'hanomp.

8 Doue a vennigo ac'hanomp, hag holl bennoù an douar a zoujo anezhañ.

Lean sinn:



Sanasan