Salmoù 66 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 66 1 Kanaouenn; salm; d'ar mestr-kaner. Laoskit kriadennoù a levenez da Zoue, c'hwi holl dud an douar! 2 Kanit gloar e anv, meulit anezhañ, roit dezhañ gloar. 3 Lavarit da Zoue: Pegen burzhudus eo da oberennoù! En abeg da vraster da nerzh, da enebourien a zeuio da blegañ dirazout. 4 An douar holl a stouo dirazout, kanañ a raio da'z enor, kanañ a raio da'z anv. Ehan 5 Deuit ha gwelit oberennoù Doue. Burzhudus eo er pezh a ra e-keñver mibien an dud. 6 Cheñchet en deus ar mor en douar sec'h. Treuzet hon eus ar stêr war droad. Eno omp laouenaet ennañ. 7 Ren a ra da viken dre e c'halloud, e zaoulagad a evesha ouzh ar broadoù, evit na savo ket ar re zisuj. Ehan 8 Pobloù, bennigit hon Doue, roit da glevout ho mouezh dre veuleudioù evitañ, 9 eñ hag en deus miret ar vuhez d'hon ene, ha n'en deus ket lezet hon treid da gouezhañ. 10 Rak hon amprouet ec'h eus, o Doue! Lakaet ec'h eus ac'hanomp da dremen dre an teuzlestr evel an arc'hant. 11 Hon degaset ez poa er roued, lakaet war hon divgroazell ur bec'h pounner, 12 lakaet ez poa tud da bignat war hor pennoù, aet e oamp en tan hag en dour, met hol lakaet ec'h eus er frankiz hag er fonnusted. 13 Mont a rin ez ti gant loskaberzhoù, hag e sevenin va gouestloù, 14 o deus lavaret va muzelloù, hag en deus disklêriet va genoù en estrenvan. 15 Kinnig a rin dit deñved lart da loskaberzhoù, gant meot mogedus war an aoter. Hag ec'h aberzhiñ ejened gant bouc'hed. Ehan 16 C'hwi holl hag a zouj Doue, deuit, selaouit, hag e tisklêrin ar pezh en deus graet da'm ene. 17 Me am eus e aspedet eus va genoù, evel-se va zeod ivez en meulo. 18 Mar em befe soñjet ur fallentez bennak em c'halon, an Aotrou n'en dije ket va selaouet. 19 Met a-dra-sur Doue en deus va selaouet, roet en deus ar skouarn da vouezh va fedenn. 20 Benniget ra vo Doue, n'en deus ket taolet kuit va fedenn, na tennet e vadelezh diganin. |