Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 65 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 65

1 D'ar mestr-kaner; salm David; kanaouenn.

2 O Doue! Ar veuleudi a c'hortoz ac'hanout e Sion, eno e vo sevenet ar gouestloù graet dit.

3 O te hag a glev ar bedenn! Pep krouadur a zeuio betek ennout.

4 An direizhder en doa trec'het warnon, met te a bardono hon disentidigezh.

5 Eürus an hini a zibabez hag a lakaez da chom en da leurioù! Leuniet e vimp eus madoù da di, eus santelezh da balez.

6 Respont a ri deomp dre vurzhudoù, hervez da reizhder, o Doue hor silvidigezh, esperañs pennoù pellañ an douar hag ar mor!

7 Derc'hel a ra start ar menezioù dre e nerzh, gourizet eo a c'halloud.

8 Sioulaat a ra trouz ar morioù, trouz o c'hoummoù ha ragach ar pobloù.

9 Hag ar re a zo o chom e pennoù an douar a zouj dirak da vurzhudoù. Lakaat a rez da ganañ gant levenez ar sav-heol hag ar c'huzh-heol.

10 Gweladenniñ a rez an douar, e zourañ a rez, e binvidikaat gant fonnusted. Gwazhioù Doue a zo leun a zour, kempenn a rez o gwinizh, goude ma ec'h eus evel-se kempennet an douar.

11 Dourañ a rez e irvi hag e plaenaez e vouded, e wakaat a rez gant glav fin hag e vennigez e ziwan.

12 Kuruniñ a rez ar bloaz gant da vadoù, ha rodoù da garr a laosk ar fonnusted.

13 He skuilhañ a reont war beurvanoù ar gouelec'h, hag an torgennoù a zo gwisket a levenez.

14 Ar maezioù a zo goloet a dropelloù, hag an traoniennoù a zo leun a winizh. Tridal a reont a gement-se hag e kanont.

Lean sinn:



Sanasan