Salmoù 64 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 64 1 D'ar mestr-kaner; salm David. 2 O Doue! Selaou va mouezh pa gomzan, diwall va buhez diouzh an enebour am spouron. 3 Va gwarez diouzh irienn ar re zrouk, diouzh tousmac'h ar vicherourien a zireizhder, 4 a lemm o zeod evel ur c'hleze, a gempenn o c'homz c'hwerv evel ur bir, 5 evit tennañ dre guzh war an den didamall. Tennañ a reont a daol-trumm a-enep dezhañ, ha n'o deus ket a zoujañs. 6 Startaat a reont en ur c'hoant fall. Ne gomzont nemet eus kuzhat stignoù, hag e lavaront: Piv en gwelo? 7 Ijinañ a reont faosoni: Setu, ni a zo prest, ar raktres a zo graet! Ya, e diabarzh an den, kalon pep hini a zo un donder. 8 Met Doue a daol outo ur bir. A daol-trumm ez int skoet. 9 Kouezhañ a reont dre o zeodoù o-unan. An holl re a wel anezho a hej o fenn. 10 An dud a zo holl leuniet a zoujañs, disklêriañ a reont oberennoù Doue, hag ec'h eveshaont ouzh ar pezh en deus graet. 11 An den reizh a laouenaio en AOTROU hag en em denno etrezek ennañ. An holl re o deus ar galon eeun, a gavo gloar a gement-se. |