Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 63 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 63

1 Salm David, pa oa e gouelec'h Juda.

2 O Doue! Te eo va Doue, da glask a ran adalek ar beure, ve ene en deus sec'hed ac'hanout, va c'hig a hirvoud davedout en douar kras-mañ, disec'het hag hep dour,

3 evit gwelout da nerzh ha da c'hloar, evel ma em eus da welet e-barzh ar santual.

4 Rak da vadelezh a zo gwelloc'h eget ar vuhez, va muzelloù a gano da veuleudi.

5 Evel-se e vennigin ac'hanout va buhez pad, sevel a rin va daouarn en da anv.

6 Va ene en deus e walc'h a vel hag a lard, va genoù a veul ac'hanout gant kriadennoù a levenez.

7 Pa soñjan ennout war va gwele, e prederian ennout e-pad beilhadennoù an noz.

8 Rak te eo va sikour. Setu perak e laouenain dindan skeud da eskell.

9 Va ene a zo en em staget ouzhit evit da heuliañ, ha da du dehou am dalc'h.

10 Met ar re a glask va buhez evit he distrujañ, a ziskenno e donderioù an douar.

11 Roet e vint da droc'h ar c'hleze, ur preizh e vint d'al lern.

12 Met ar roue a laouenaio e Doue, ha piv bennak a douo drezañ en devo gloar. Rak genoù ar re a gomz e gaou a vo serret.

Lean sinn:



Sanasan