Salmoù 62 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 62 1 D'ar mestr-kaner; hervez "Jedutun"; salm David. 2 Va ene en em harp war Doue hepken, anezhañ eo e teu va silvidigezh. 3 Eñ hepken eo va roc'h, va dieubidigezh, va repu uhel. Ne vin ket kalz brañsellet. 4 Betek pegoulz en em daolot war un den, evit e zistrujañ holl asambles, evel ur voger gosteziet, evel ur c'hleuz brañsellet? 5 Ne reont nemet irienniñ evit e lakaat da gouezhañ eus e uhelenn. En em blijout a reont er gaou. Gant o genoù e vennigont, met gant o c'halon e villigont. Ehan 6 Va ene, diskuizh e Doue hepken, rak va gortoz a zo ennañ. 7 Eñ hepken eo va roc'h, va dieubidigezh, va repu uhel. Ne vin ket brañsellet. 8 E Doue emañ va silvidigezh ha va gloar. Va roc'h nerzhus, va skoazell a zo e Doue. 9 Pobloù, fiziit ennañ e pep amzer, digorit ho kalonoù dirazañ. Doue eo hor repu. Ehan 10 Ar re vihan n'int nemet netra, ar re vras n'int nemet gaou. Lakaet er valañs, e vefent holl asambles skañvoc'h eget an netra zoken. 11 Na fiziit ket en taerder, ha na vezit ket touellet gant al laeroñsi. Mar kresk ar binvidigezh, na lakait ket enni ho kalon. 12 Doue en deus komzet ur wech, ha me am eus e glevet div wech: rak an nerzh a zo da Zoue. 13 Dit-te ivez, Aotrou, an drugarez! Ya, te a roio en-dro da bep hini hervez e oberennoù. |