Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 61 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 61

1 D'ar mestr-kaner; gant ar binvioù-kerdin; eus David.

2 O Doue! Selaou va c'hriadenn, bez evezhius ouzh va fedenn!

3 Eus penn an douar e krian dit pa wana va c'halon. Ve degas war ar roc'h-se, hag a zo re uhel evidon.

4 Rak bet out va repu, va zour kreñv dirak an enebour.

5 Chom a rin en da deltenn da viken. En em dennañ a rin dindan skeud da eskell.  Ehan

6 Rak te ac'h eus, o Doue, selaouet va gouestloù, roet ec'h eus din hêrezh ar re a zouj da anv.

7 Ro c'hoazh deizioù war zeizioù ar roue, ha ra vo e vloavezhioù a oad da oad!

8 Ra azezo da viken dirak Doue! Ro dezhañ da vezañ miret gant da vadelezh ha da lealded.

9 Neuze e kanin da anv da viken, hag e peurc'hrin va gouestloù bemdez.

Lean sinn:



Sanasan