Salmoù 60 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 60 1 D'ar mestr-kaner; war "Shushan-Edud"; "Miktam" David, evit kelenn. 2 Pa reas brezel a-enep Siriz eus Mezopotamia hag a-enep Siriz eus Zoba, ha pa zeuas Joab da drec'hiñ daouzek mil Edomad e traonienn an Holen. 3 O Doue! Hon taolet kuit hag hor stlabezet ec'h eus, droug a zo aet ennout. Ra deomp adsevel! 4 Lakaet ec'h eus an douar da grenañ hag ec'h eus e ziframmet. Aoz e doulloù rak hejet eo bet. 5 Diskouezet ec'h eus da'z pobl traoù kalet. Roet ec'h eus deomp da evañ ur gwin mezvus. 6 Met roet ec'h eus d'ar re a zouj ac'hanout ur banniel evit tec'hout eus ar gwareg. Ehan 7 Abalamour da'z re garet-mat da vezañ dieubet, hor savete gant da du dehou hag hor selaou! 8 Doue en deus komzet en e santual, hag e laouenain. Lodennañ a rin Sichem, hag e vuzuilhin traonienn Sukkod, 9 Galaad a zo din, din eo Manase, Efraim eo moger va fenn, Juda eo va lezenner, 10 Moab eo ar gibell en em walc'han enni, teurel a ran va botez war Edom. Douar ar Filistined, laosk kriadennoù em enor! 11 Piv am reno etrezek ar gêr greñv? Piv am c'haso betek Edom? 12 Ha n'eo ket te, o Doue, hag ac'h eus hon taolet kuit, te ha ned ae ken er-maez, o Doue, gant hon armeoù? 13 Ro deomp sikour evit tec'hout diouzh an estrenvan, rak sikour an den n'eo nemet moged. 14 E Doue e vrezelimp gant nerzh, hag eñ eo a vac'ho hon enebourien. |