Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 6

1 D'ar mestr-kaner; gant binvioù-kerdin; war "Sheminid"; salm David.

2 AOTROU, na'm gourdrouz ket ez kounnar, ha na'm c'hastiz ket ez fulor.

3 Az pez truez ouzhin, AOTROU, rak me 'zo dinerzh; va yac'ha, rak va eskern a zo o krenañ.

4 Va ene ivez a zo gwall drubuilhet, ha te, AOTROU, betek pegoulz?

5 Distro, AOTROU, dieub va ene, va savete abalamour da vadelezh.

6 Rak er marv n'eus soñj ebet ac'hanout. Piv a veulo ac'hanout e lec'h ar marv?

7 Skuizh on o c'harmiñ; bemnoz e vez glebiet va gwele, soubet eo gant va daeroù.

8 Va dremm a zo disc'hraet holl gant ar glac'har, disec'hañ a ra en abeg da'm holl enebourien.

9 Pellait diouzhin, c'hwi holl micherourien a zireizhder! Rak an AOTROU en deus klevet mouezh va daeroù.

10 An AOTROU en deus klevet va c'hlemm, an AOTROU a zegemer va fedenn.

11 Va holl enebourien a vo mezhek ha spontet, mont a raint war-dreñv, a-daol-trumm e vint mezhek.

Lean sinn:



Sanasan