Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 59 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 59

1 D'ar mestr-kaner; "Miktam" David; war "Al-Tashed". Pa gasas Saül da eveshaat ouzh e di evit e lazhañ.

2 Va Doue, va dieub eus va enebourien, va diwall eus ar re a sav a-enep din.

3 Va dieub eus ar vicherourien a zireizhder, ha va savete eus an dud wadsec'hedik.

4 Rak setu, emaint war-c'hed evit lemel va buhez diganin. Tud galloudek a sav em enep, hep ma vefe dismegañs ennon, na drougiezh, o AOTROU!

5 Hep ma vefe fallentez ennon, e redont hag en em gempennont. Dihun da zont da'm sikour ha sell.

6 Te eta, AOTROU, Doue an armeoù, Doue Israel, dihun da weladenniñ an holl vroadoù. Na ra trugarez da hini ebet eus an dud fall ha drouk.  Ehan

7 Distreiñ a reont d'an abardaez en ur yudal evel chas, hag o redek kêr.

8 Setu e c'hwezhont kunujennoù eus o genoù, klezeier a zo war o muzelloù, rak e lavaront: Piv a glev?

9 Met te, AOTROU, te a c'hoarzho outo, te a raio goap eus an holl bobloù.

10 En abeg d'o nerzh, ouzhit-te eo e sellan, rak Doue eo va repu uhel.

11 Va Doue, en e vadelezh, am diaraogo. Doue a lakaio ac'hanon da welout gant levenez va enebourien.

12 Na lazh ket anezho, gant aon na ankounac’hafe va fobl. Kemmesk anezho dre da c'halloud ha stlap anezho d'an traoñ, o Aotrou hor skoed.

13 Pep komz eus o muzelloù a zo ur pec'hed eus o genoù. Ra vint eta tapet en o lorc'h, en abeg d'an droukpedennoù ha d'ar gevier a lavaront.

14 Kuzum anezho gant fulor, kuzum anezho ha ra na vint ken. Ra vo anavezet emañ Doue o ren war Jakob betek pennoù ar bed.  Ehan

15 Ra zistroint d'an abardaez en ur yudal evel chas, hag o redek kêr.

16 Ra ez aint aze hag amañ o klask debriñ, ha ra dremenint an noz hep bezañ leuniet.

17 Met me a gano da nerzh. Adalek ar beure e veulin da vadelezh, rak out bet va repu uhel ha va bodenn en deiz an estrenvan.

18 Te, va nerh, me az meulo. Rak Doue eo va repu uhel, an Doue am laka da welout e vadelezh.

Lean sinn:



Sanasan