Salmoù 58 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPsalm 58 1 D'ar mestr-kaner; "Miktam" David; war "Al-Tashed". 2 Ha komz a rit e gwirionez hervez ar reizhder? Mibien an dud, ha barn a rit gant eeunder? 3 Pell ac'hane! En ho kalonoù e rit direizhder, war an douar e lakait da bouezañ taerder ho taouarn. 4 Ar re fall a zo gwallsiet adalek bronn o mamm, an dud gaouiat a zo dianket adalek ma'z int bet ganet. 5 Bez' o deus ur binim heñvel ouzh binim an naer, an naer-wiber a serr e zivskouarn, 6 na selaou ket mouezh an achantourien, mouezh ar strobineller ampartañ. 7 O Doue! Torr o dent en o genoù, AOTROU, torr javedoù al leoned yaouank. 8 Ra redint evel an dour ha ra en em gollint. Pa stegnint o gwareg, ra vo torret o biroù. 9 Ra vint evel ar velc'hwedenn a ya kuit hag a deuz, hep gwelout an heol, evel kollad ur wreg. 10 A-raok n'o devo santet ho chaodouronoù an tan drein, glas pe danet, an avel o c'haso kuit. 11 An den reizh a laouenaio pa en devo gwelet ar veñjañs, gwalc'hiñ a raio e dreid e gwad an hini drouk. 12 Hag e vo lavaret: Ya bez' ez eus un Doue evit an den reizh, ya bez' ez eus un Doue oc'h ober reizhder war an douar. |