Salmoù 57 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 57 1 D'ar mestr-kaner; "Miktam" David; war "Al-Tashed". Pa dec'has er vougev dirak Saül. 2 Az pez truez, o Doue, az pez truez ouzhin! Rak va ene en em denn war-zu ennout. Tec'hout a ran dindan skeud da eskell, betek ma vo tremenet ar reuzioù. 3 Krial a ran d'an Doue uhel-meurbet, da Zoue a seven e oberenn em c'heñver. 4 Degas a raio eus an neñv hag am saveteo, lakaat a raio mezhek an hini a red war va lerc'h. Ehan Doue a gaso e vadelezh hag e wirionez. 5 Va ene a zo e-touez al leoned, emaon o chom e-touez tud o c'hwezhañ flammoù, tud a zo o dent goafioù ha biroù, hag a zo o zeod ur c'hleze lemm. 6 O Doue, sav war an neñvoù! Ra vo da c'hloar war an douar holl! 7 Stegnet o doa ur pech da'm fazioù, va ene a vrañselle, toullet o doa ur poull dirazon, kouezhet int ennañ. Ehan 8 Prest eo va c'halon, o Doue! Prest eo va c'halon. Kanañ ha seniñ a rin. 9 Dihun, va gloar! Dihunit, va lud ha va zelenn! Me a ziaraogo ar gouloù-deiz. 10 Aotrou, da veuliñ a rin e-touez ar pobloù, da ganañ a rin e-touez ar broadoù, 11 rak da vadelezh a dap betek an neñvoù, ha da wirionez betek ar c'hoabr. 12 O Doue! Sav war an neñvoù! Ra vo da c'hloar war an douar holl! |