Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 56 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 56

1 D'ar mestr-kaner; "Miktam" David; war "Jonad-Elem Reshokim". Pa grogas ennañ ar Filistined e Gad.

2 O Doue! Az pez truez ouzhin, rak an dud a red war va lerc'h, bemdez e reont din ar brezel, va gwaskañ a reont.

3 A-hed an deiz e red va enebourien war va lerc'h, rak kalz a ra brezel a-enep din, o Doue uhel-meurbet!

4 En deiz ma em bo aon, me a fizio ennout.

5 Doue a veulin hag e bromesa; e Doue e fizian ha ne'm eus aon rak netra. Petra a raio an dud din?

6 A-hed an deiz e kammont va c'homzoù, ne soñjont nemet noazout din.

7 En em vodañ a reont, en em zerc'hel a reont e lec'hioù kuzhet, spiañ a reont va fazioù, rak e fell dezho kaout va buhez.

8 Harpañ a reont war an direizhder evit en em salviñ. O Doue, taol d'an traoñ ar pobloù en da fulor!

9 Niveriñ a rez va dont ha va mont, laka va daeroù ez lestr. Ha n'emaint ket ez levr?

10 En deiz ma krian, va enebourien a gilo en a-dreñv, gouzout a ran emañ Doue evidon.

11 Doue a veulin hag e bromesa, an AOTROU a veulin hag e bromesa.

12 E Doue e fizian ha ne'm eus aon rak netra. Petra a raio an dud din?

13 O Doue! Seveniñ a rin ar gouestloù am eus graet dit, ha trugarekadennoù a ginnigin dit.

14 Rak dieubet ec'h eus va ene eus ar marv, ha va zreid eus ar gouezhadenn, evit ma kerzhin dirak Doue e sklêrijenn ar re vev.

Lean sinn:



Sanasan