Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 55 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 55

1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" David; gant ar binvioù-kerdin.

2 O Doue! Ro da skouarn da'm fedenn, ha n'en em guzh ket ouzh va erbedennoù.

3 Va selaou ha respont din. Meskañ a ran em c'hlemm, hag e hirvoudan

4 dirak mouezh an enebour, dirak gwaskerezh an hini drouk, rak e lakaont ar gwalleur da gouezhañ warnon, hag e redont war va lerc'h gant fulor.

5 Va c'halon a gren em diabarzh, ha spontoù ar marv a zo kouezhet warnon.

6 An aon hag ar grenijenn a zo diskennet warnon, ar spont a zo en dro din.

7 Lavaret em eus: O! Piv a roio din divaskell ar goulm? Nijal a rin da gavout diskuizh,

8 setu, tec'hout a rin pell, en em zerc'hel a rin er gouelec'h.  Ehan

9 Hastañ a rin tec'hout kuit, pell eus an avel taer, pell eus ar barr-amzer.

10 Kas anezho da netra, Aotrou, kemmesk o yezhoù, rak ne welan nemet taerder ha dirollerezh e kêr.

11 Ober a reont an dro dezhi deiz ha noz war he mogerioù, an distruj hag an drubuilh a zo en he c'hreiz.

12 An drougiezh a zo en he c'hreiz, ar waskerezh hag ar faosted ne bellaont ket diouzh e straedoù.

13 Rak n'eo ket un enebour a zismegañs ac'hanon, me a c'hellfe en gouzañv, va enebour n'eo ket an hini a gasae ac'hanon, me a guzhfe pell dioutañ,

14 met te eo, un den degemeret evel va c'hevatal, va c'henvreur ha va mignon.

15 Ni a gave plijadur o komz asambles, ni a yae da di Doue gant an engroez.

16 Ra soupreno ar marv anezho, ra ziskennint bev e lec'h ar marv, rak emañ an droug en o chomlec'hioù, en o c'halonoù.

17 Ha me, me a grio da Zoue, hag an AOTROU am saveteo.

18 D'abardaez, diouzh ar beure, da greisteiz, e hirvoudin hag e huanadin, hag e klevo va mouezh.

19 Lakaat a raio va ene e peoc'h, o tieubiñ anezhañ eus ar brezel a reer dezhañ, rak ez eus kalz a dud em enep.

20 Doue a glevo hag o izelaio, eñ hag a ren war e dron a bep amzer.  Ehan  Rak n'eus enno cheñchamant ebet, ha ne zoujont ket Doue.

21 Pep hini a astenn e zorn a-enep ar re a veve e peoc'h gantañ, terriñ a ra e emglev,

22 komzoù e c'henoù a zo dousoc'h eget an amann, met ar brezel a zo en e galon, e gomzoù a zo c'hwekoc'h eget an eoul, met klezeier noazh ez int.

23 Disamm da vec'h war an AOTROU hag e harpo ac'hanout, ne lezo biken an den reizh da vezañ brañsellet.

24 O Doue! Te o zaolo e foñs ar poull. An dud wadsec'hedik ha faotus ne dapint ket an hanter eus o deizioù. Met e fizian-me ennout.

Lean sinn:



Sanasan