Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 54 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 54

1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" David; gant ar binvioù-kerdin.

2 Pa zeuas ar Zifiz da lavarout da Saül: Ha n'emañ ket David kuzhet en hon touez?

3 O Doue! Va salv dre da anv, ha gra din reizhder dre da c'halloud.

4 O Doue! Selaou va fedenn, ro da skouarn da c'herioù va genoù.

5 Rak diavaezidi a zo savet a-enep din, tud taer a glask va buhez. N'o deus ket lakaet Doue dirak o daoulagad.  Ehan

6 Setu, Doue eo va sikour, an AOTROU a zo e-touez ar re a harp va ene.

7 Lakaat a raio an droug da gouezhañ war va enebourien. Hervez da wirionez, distruj anezho!

8 Me a ginnigo dit aberzhoù a-greiz galon, meuliñ a rin da anv, o AOTROU, rak mat eo,

9 rak dieubet en deus ac'hanon eus va holl ankenioù, ha va lagad en deus gwelet va enebourien.

Lean sinn:



Sanasan