Salmoù 53 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 53 1 D'ar mestr-kaner; war ar "Mahalad"; "Maskil" David. 2 An diskiant en deus lavaret en e galon: N'eus Doue ebet! En em vreinet int, graet o deus fallagriezhoù euzhus, n'eus den ebet a rafe ar mad. 3 Doue, eus lein an neñvoù, a daol e selloù war vibien an dud, evit gwelout hag-eñ ez eus unan bennak skiantek o klask Doue. 4 Holl int en em gollet, en em huduraet int holl asambles, n'eus den hag a rafe ar mad, n'eus ket unan. 5 Ha n'o deus anaoudegezh ebet ar re a ra ar fallentez? Lonkañ a reont va fobl evel ma tebrer bara, n'aspedont ket Doue. 6 Aze e-lec'h n'eus spont ebet, ez eont da vezañ leuniet a spouron, rak Doue a stlabezo eskern ar re a gamp a-enep dit. O rentañ a ri mezhek rak Doue en deus o zaolet kuit. 7 Piv a lakaio da zont eus Sion dieub Israel? Pa zegaso Doue e bobl en-dro eus ar sklavelezh, Jakob a laouenaio, Israel en devo levenez. |