Salmoù 52 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 52 1 D'ar mestr-kaner; "Maskil" David. 2 Pa zeuas Doeg an Edomad da reiñ keloù da Saül, ha da lavarout dezhañ e oa aet David da di Akimelek. 3 Perak e tennez gloar eus da zrougiezh, den galloudus? Madelezh Doue a bad da virviken. 4 Heñvel ouzh un aotenn lemm, da deod a soñj en distruj, oberour an touellerezh. 5 Karout a rez an droug muioc'h eget ar vad, ar gaou muioc'h eget ar c'homzoù gwirion. Ehan 6 Ne garez nemet komzoù a zistruj, teod fall! 7 Ha Doue az tiskaro evit biken, hag e krogo ennout, hag ez tiframmo eus da deltenn, hag ez tiwrizienno eus douar ar re vev. Ehan 8 Ar re reizh en gwelo, hag e toujint, hag e c'hoarzhint gantañ: 9 Setu aze an den ne gemere ket Doue evit e vod, hag a fizie en e binvidigezhioù, hag a lakae e nerzh en e fallentez! 10 Met me, evel un olivezenn c'hlas e ti Doue, me a fizio e madelezh Doue, a-viskoazh ha da viken. 11 Da veuliñ a rin atav evit ar pezh ac'h eus graet, hag ec'h esperin en da anv, rak madoberus eo evit da re leal. |