Salmoù 51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 51 1 D'ar mestr-kaner; salm David. 2 Pa zeuas Natan ar profed d'e gavout, goude ma voe aet David war-zu Bat-Sheba. 3 O Doue! Az pez truez ouzhin hervez da drugarez. Hervez braster da garantez, dilam va disentidigezh, 4 va gwalc'h da vat eus va direizhder, ha va glana eus va fec'hed, 5 rak anavezout a ran va disentidigezh, ha va fec'hed a zo dirazon dalc'hmat. 6 Pec'het em eus a-enep dit, a-enep dit-te da-unan, hag em eus graet ar pezh a zo fall dirak da zaoulagad, en doare ma vi reizh pa gomzi, didamall pa varni. 7 Setu, en direizhder ez on bet stummet, ha va mamm he deus va c'hoñsevet er pec'hed. 8 Setu, e karez ar wirionez er galon, hag ec'h eus roet din da anavezout ar furnez e-barzh ennon. 9 Va glana eus va fec'hed gant ar sikadez hag e vin naet, va gwalc'h hag e vin gwennoc'h eget an erc'h. 10 Va laka da glevout al levenez hag ar joa, ma laouenaio an eskern ac'h eus bruzunet. 11 Distro da zremm diouzh va fec'hedoù, diverk va direizhder. 12 O Doue! Krou ennon ur galon c'hlan, nevesa em diabarzh ur spered eeun, 13 na'm daol ket pell diouzh da zremm, ha na lam ket da Spered-Santel diganin. 14 Ro din en-dro levenez da silvidigezh, ha ra harpo ac'hanon ur spered a youl vat. 15 Kelenn a rin da hentoù d'ar re zisent, hag ar bec'herien a zistroio ouzhit. 16 Va dieub eus ar gwad skuilhet, o Doue, Doue va silvidigezh! Va zeod a gano kreñv da reizhder. 17 Aotrou, digor va muzelloù, ha va genoù a embanno da veuleudi. 18 Rak ne gavez ket plijadur en aberzhoù, anez e rofen dit. Met al loskaberzhoù ne blijont ket dit. 19 An aberzhoù a blij da Zoue eo ur spered bruzunet. O Doue! Ne zisprizez ket ur galon bruzunet ha keuziek. 20 Gra vad da Sion ez madelezh, sav mogerioù Jeruzalem. 21 Neuze e kavi plijadur en aberzhoù a reizhder, el loskaberzhoù hag en holl brofadennoù, neuze e vo kinniget dit koleoù yaouank war da aoter. |