Salmoù 50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 50 1 Salm Azaf. Doue, an AOTROU Doue, en deus komzet ha galvet an douar, eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol. 2 Eus Sion, peurvat e kaerder, Doue en deus lugernet. 3 Hon Doue a zeu ha ne chom ket er sioulded. Dirazañ ez eus un tan loskus, en-dro dezhañ ur gorventenn nerzhus. 4 Gervel a ra an neñvoù eus an nec'h, hag an douar evit barn e bobl: 5 Dastumit en-dro din va re leal, c'hwi hag hoc'h eus graet un emglev ganin dre un aberzh. 6 Hag an neñvoù a zisklêrio e reizhder, rak Doue e-unan eo a zeu da varn. Ehan 7 Selaou, va fobl, hag e komzin; testeniañ a rin a-enep dit, o Israel! Me eo Doue, da Zoue. 8 Ne grozin ket dit diwar-benn da aberzhoù, da loskaberzhoù a zo dalc'hmat dirazon. 9 Ne gemerin ket ur c'hole en da di, nag ur bouc'h en da grevier, 10 rak holl anevaled ar c'hoadegoù a zo din, loened ar menezioù dre viliadoù. 11 Anavezout a ran holl laboused ar menezioù, ha kement a fiñv er parkeier a zo em galloud. 12 Mar em befe naon, ne lavarfen ket dit, rak din-me eo ar bed ha kement a zo ennañ. 13 Ha debriñ a ran kig ar c'holeoù nerzhus? Hag evañ a ran gwad ar bouc'hed? 14 Kinnig da Zoue un aberzh a veuleudi, peurc'hra da ouestloù d'an Uhel-Meurbet, 15 ha va asped en deiz da estrenvan: me a zieubo ac'hanout ha te a roio gloar din. 16 Met Doue a lavar d'an den drouk: Ha dit-te eo da zibunañ va lezennoù, da gaout va emglev en da c'henoù? 17 Te a gasa ar c'hastiz, hag a daol va c'homzoù a-drek da gein. 18 Pa welez ul laer, en em blijez gantañ, ha da lod a zo gant an avoultrerien. 19 Lezel a rez da c'henoù da vont d'an droug, ha da deod a irienn touellerezh. 20 Pa azezez, e komzez a-enep da vreur, hag e tizenor mab da vamm. 21 Setu aze ar pezh ac'h eus graet hag em eus tavet. Kredet ec'h eus e oan e gwirionez eveldout. Da repren a rin hag e lakain an holl draoù-se dirak da zaoulagad. 22 Komprenit eta kement-se, c'hwi ar re a ankounac'ha Doue, gant aon na rogfen ha na vefe den da zieubiñ. 23 An hini a ginnig ar veuleudi da aberzh a ro gloar din, ha d'an hini a daol evezh ouzh e hent, me a ziskouezo silvidigezh Doue. |