Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 49 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 49

1 D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora.

2 Selaouit kement-mañ, c'hwi holl bobloù, roit ho tivskouarn, c'hwi holl dud ar bed,

3 mibien ar bobl ha mibien ar re vras, pinvidien kenkoulz ha peorien!

4 Va genoù a zisklêrio komzoù fur, soñjoù va c'halon a zo leun a skiant.

5 Emaon o vont da reiñ va skouarn d'ar c'homzoù skiantek, disklêriañ a rin lavaroù diouzh son an delenn.

6 Perak em befe aon en deizioù ar gwalleur, pa'z on gronnet gant drougiezh va enebourien?

7 Fiziout a reont en o madoù, hag e tennont gloar eus fonnusted o finvidigezh.

8 Met an den ne c'hell ket dasprenañ e vreur, na paeañ da Zoue e zic'haou.

9 Rak daspren o ene a zo re ger, ha ne vo biken graet,

10 evit ma kendalc'hint de vevañ da virviken, ha ma ne welint ket ar poull.

11 Rak e weler e varv ar re fur. Ar genaoueg hag an diskiant a varv ivez, hag a lez o madoù da re all.

12 Soñjal a reont e pado o ziez da viken, hag o chomlec'hioù a oad da oad, roet o deus o anvioù d'o douaroù.

13 Met an den ne c'hell ket chom en e sked, heñvel eo ouzh al loened, mont a ra d'ar marv.

14 Hennezh eo an hent ma fiziont warnañ, hag ouzh e heuliañ en em blijont en o c'homzoù.  Ehan

15 Bountet int da lec'h ar marv evel un tropell, hag ar marv a gavo paskadur enno. Ar re reizh a reno warno adalek ar beure, o c'haerder a vo kuzumet e lec'h ar marv, pell eus o chomlec'hioù.

16 Met Doue a zaspreno va ene diouzh dorn lec'h ar marv, pa em c'hemero gantañ.  Ehan

17 Na'z pez ket aon pa en em binvidika un den, pa gresk gloar e di,

18 rak, o vervel, ne gaso netra gantañ. E c'hloar ne ziskenno ket war e lerc'h.

19 Pa lakaio e ene eürus e-pad e vuhez, pa vi meulet abalamour ma rez vat dit da-unan,

20 mont a ri koulskoude etrezek rummad da dadoù, na adwelint biken ar sklêrijenn.

21 An den hag a zo en e sked ha n'en deus ket a skiant, a zo heñvel ouzh al loened, mont a ra d'ar marv.

Lean sinn:



Sanasan