Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 48

1 Kanaouenn; salm mibien Kora.

2 An AOTROU a zo bras ha din-meurbet da vezañ meulet, e kêr hon Doue, war e venez santel.

3 Menez Sion a sav gant gras, levenez an douar holl. War-zu an hanternoz emañ kêr ar roue meur.

4 Doue, en he falezioù, a zo anavezet evel ur repu uhel.

5 Rak setu, ar rouaned a oa en em unanet, deuet e oant asambles.

6 He gelet o deus? Sabatuet int bet, spouronet int bet, aet int kuit gant hast.

7 Eno ur grenadenn a zo kroget enno, un enkrez evel hini ur wreg a wilioud,

8 evel pa c'hwezh avel ar sav-heol o vruzunañ listri Tarsiz.

9 Ar pezh hor boa klevet, hon eus gwelet e kêr AOTROU an armeoù, e kêr hon Doue. Doue a gendalc'ho anezhi da viken.  Ehan

10 O Doue! Eus da vadelezh e oamp en gortoz e-kreiz da dempl.

11 Evel da anv, o Doue, evel-se eo da veuleudi betek pennoù an douar! Da du dehou a zo leun a reizhder.

12 Ra laouenaio Menez Sion, ra drido merc'hed Juda a levenez, abalamour da'z parnedigezhioù.

13 Grit an dro eus Sion, grit an dro d'he moger, kontit he zourioù,

14 eveshait he moger-difenn, sellit pizh ouzh he falezioù, evit o disklêriañ d'ar rummad da zont.

15 Rak an Doue-se eo hon Doue dalc'hmat ha da viken, hor ren a raio betek ar marv.

Lean sinn:



Sanasan